Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 21:43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

43 Setu perak e lavaran deoc’h, penaos rouantelezh Doue a vo lamet diganeoc’h ha roet d’ur vroad a roio ar frouezh anezhi.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

43 Rag‐se hen lavaran deoc’h, rouantelez Doue a vezo lammet diganeoc’h, ha roet da eur bobl hag a roio ar frouez anezhi.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

43 Dré‐zé m’el lare d’oh, Penaus Ranteleah Doué e vou lamet a guet‐n’oh, ha reit d’ur bobl péhani el laquou de rein fréh.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 21:43
13 Referencias Cruzadas  

C'hwi a vo din ur rouantelezh a aberzhourien hag ur vroad santel. Setu aze ar c'homzoù a lavari da vibien Israel.


Digorit an dorojoù, ma teuio e-barzh ar vroad reizh, an hini a vir ar fealded.


Setu, unan nerzhus ha kreñv 'zo gant an AOTROU, unan heñvel ouzh un arnev grizilh, heñvel ouzh un tarzh-avel distrujus, heñvel ouzh ur barrad-amzer gant doureier bras o liñvañ; teurel a ra kement-se d'an douar gant e zorn.


Met mar kasan kuit an diaouled dre Spered Doue, eo eta gwir penaos eo rouantelezh Doue deuet betek ennoc’h.


Respont a rejont dezhañ: Distrujañ a raio en un doare reuzeudik an dud drouk-se hag e feurmo e winieg da winierien all a roio dezhañ he frouezh en o amzer.


Jezuz a lavaras dezho: Ha n’hoc’h eus biskoazh lennet er Skriturioù: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c’horn; kement-se a zo bet graet gant an Aotrou hag un dra marzhus eo d’hon daoulagad?


An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, hag an hini a gouezho warnañ a vo friket evel poultr.


Jezuz a respontas dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den eus an nec’h, ne c’hell ket gwelout rouantelezh Doue.


Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c’hell ket mont e rouantelezh Doue.


Pa em befe an donezon a brofediezh, pa anavezfen an holl visterioù hag an holl c’houiziegezh, pa em befe an holl feiz betek dilec’hiañ ar menezioù, ma ne’m eus ket ar garantez, n’on netra.


Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos