Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Pêr 2:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Rak ma n’en deus ket Doue espernet an aeled o doa pec’het met mar en deus o zaolet en donderioù staget gant chadennoù a deñvalijenn evit bezañ dalc’het a-benn ar varn,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Rag mar n’hen deuz ket espernet Doue an elez pere ho doa pec’het, mes mar hen denz ho zaolet ebarz an abim, staget gant chadennou a devalijen, o veza livret anezhe evit beza diwallet eno da c’hortoz ar varn;

Ver Capítulo Copiar




2 Pêr 2:4
25 Referencias Cruzadas  

ez eo miret an den fall evit deiz ar glac'har, hag ez eo degaset evit deiz ar fulor?


Setu, ne fiz ket en e servijerien, kavout a ra diskianterezh en e aeled.


Reiñ a reas lec'h d'e gounnar, ne viras ket o ene eus ar marv, reiñ a reas o buhez d'ar vosenn.


Penaos ez out kouezhet eus an neñvoù, o sterenn lugernus, o mab ar gouloù-deiz? Penaos ez out bet diskaret d'an douar, te hag a vac'he ar broadoù?


Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU; saotret ac'h eus va santual gant da holl draoù kasonius ha da holl euzhusterioù, neuze me ivez en em denno, va lagad n'esperno ket ac'hanout, hag e vin didruez.


Va lagad n'esperno ket ac'hanout, hag e vin didruez, hag e lakain warnout da hentoù, ha da euzhusterioù a vo en da greiz, hag e ouiot ez on me an AOTROU.


Va lagad n'esperno ket ac'hanout, hag e vin didruez, hag e lakain warnout da hentoù, da euzhusterioù a vo en da greiz, hag e ouiot ez on me an AOTROU a sko.


Neuze e lavaro d’ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec’hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.


Ha setu, e krijont en ur lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz Mab Doue? Ha deuet out amañ evit hor poaniañ a-raok an amzer?


hag e lavaras o krial a vouezh uhel: Petra a zo etre te ha me, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Da bediñ a ran dre anv Doue, na boagn ket ac’hanon.


Eñ a lavaras dezho: Me a wele Satan o kouezhañ eus an neñv evel ul luc’hedenn.


Int a bedas anezhañ na c’hourc’hemennje ket dezho mont en donder.


Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc’h ober c’hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n’en deus ket kendalc’het er wirionez dre ma n’eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d’ar gaou.


rak ma n’en deus ket Doue espernet ar brankoù naturel, diwall na vefes ket espernet kennebeut.


Eñ ha n’en deus ket espernet e Vab e-unan, met en deus e roet evidomp holl, penaos ne roio ket pep tra deomp gantañ?


an AOTROU ne fello ket dezhañ pardoniñ d'an den-se, met kounnar an AOTROU hag e warizi en em dano en e enep, an holl vallozhioù skrivet el levr-mañ a bouezo warnañ, hag an AOTROU a lamo e anv a-zindan an neñvoù.


e-lec’h an aeled, petra bennak ma’z int brasoc’h e nerzh hag e galloud, ne zougont ket ur varnedigezh a zismegañs en o enep dirak an Aotrou.


ma n’en deus ket espernet ar bed kozh met mar en deus diwallet eizh den a oa Noe ganto, ar prezeger eus ar reizhder, pa zegasas al liñvadenn-veur war ved an dud dizoue,


an Aotrou a oar mirout eus an amprouenn ar re a zouj anezhañ ha derc’hel ar re zireizh da vezañ kastizet da zeiz ar varn,


An hini a ra ar pec’hed a zo eus an diaoul, rak an diaoul a bec’h adalek ar penn-kentañ. Evit kement-mañ eo en em ziskouezet Mab Doue: evit distrujañ oberoù an diaoul.


gwagennoù fuloret eus ar mor o teurel eon o loustoni, sterennoù o kantren a zo miret dezho da viken dic’houloù an deñvalijenn.


penaos e talc’h, ereet gant chadennoù peurbadus e-kreiz an deñvalijenn evit barnedigezh an deiz bras, an aeled n’o deus ket miret o stad kentañ hag o deus kuitaet o chomlec’h o-unan,


An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec’h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec’h estrenvanint evit kantvedoù ar c’hantvedoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos