Selaou goulenn da servijer ha da bobl Israel pa bedint el lec'h-mañ, selaou anezho eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, selaou ha pardon!
Mazhev 6:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned pardon deomp hor pec’hedoù evel ma pardonomp ivez d’ar re o deus manket ouzhimp, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) pardon deomp hon pec’hejou, evel ma pardonomp ive d’ar re ho deuz hon offanset; Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Distolet‐d’emb hun délé, él ma zistolamb ehué d’hun déléourion. |
Selaou goulenn da servijer ha da bobl Israel pa bedint el lec'h-mañ, selaou anezho eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, selaou ha pardon!
selaou anezho eus an neñvoù, pardon pec'hed da bobl Israel, degas anezho d'an douar ac'h eus roet d'o zadoù.
selaou anezho eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, pardon, gra, ha ro da bep hini hervez e holl hentoù, te hag a anavez e galon, rak te da-unan a anavez kalonoù mibien an dud.
pardon da'z pobl he devo pec'het a-enep dit an holl bec'hedoù o devo graet a-enep dit, gra ma vint un dra a drugarez evit ar re o devo o harluet ha m'o devo truez outo,
"Maskil" David. Eürus an den a zo pardonet dezhañ e zisentidigezh, hag a zo goloet e bec'hed!
a vir e drugarez betek ar milvet rumm, a bardon an direizhder, an disentidigezh hag ar pec'hed, met na zalc'h ket an hini kablus evit didamall, hag a gastiz fazioù an tadoù war o mibien ha war vibien o mibien betek an trede hag ar pevare rumm.
Deuit ha divizomp! eme an AOTROU. Pa vefe ho pec'hedoù evel ar ruz-moug, e teuint gwenn evel an erc'h, ha pa vefent ruz evel al limestra, e teuint evel gloan.
AOTROU, selaou! AOTROU, pardon! AOTROU, bez evezhiek ha gra! Abalamour dit da-unan, va Doue, na zale ket, rak da anv a zo galvet war da gêr ha war da bobl.
rak hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev nevez skuilhet evit kalz, evit pardon ar pec’hedoù.
Ha setu, e tegasjont dezhañ un den seizet gourvezet war ur gwele. Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d’an den seizet: Mab, kemer fiziañs, da bec’hedoù a zo pardonet dit.
Ha pa deuot da bediñ, mar hoc’h eus un dra bennak a-enep unan bennak, pardonit, evit ma teuio ivez ho Tad a zo en neñvoù da bardoniñ deoc’h ho tisentidigezh.
pardon deomp hor pec’hedoù, rak ni a bardon ivez d’ar re holl o deus manket ouzhimp, ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug.
Pe krediñ a rit an triwec’h den a gouezhas tour Siloa warno, o lazhañ anezho, a oa brasoc’h pec’herien eget holl dud Jeruzalem?
Na varnit ket ha ne viot ket barnet. Na gondaonit ket ha ne viot ket kondaonet. Pardonit hag e viot pardonet.
Ennañ hon eus an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec’hedoù, hervez pinvidigezhioù e c’hras
Bezit mat an eil e-keñver egile, madelezhus, o pardoniñ an eil d’egile, evel m’en deus Doue pardonet deoc’h ivez e Krist.
o c’houzañv an eil egile hag o pardoniñ an eil d’egile mar en deus unan bennak da glemm a-enep egile. Evel ma en deus Krist pardonet deoc’h, c’hwi ivez grit evel-se.