selaou anezho eus an neñvoù, pardon pec'hed da servijerien ha da bobl Israel, en ur gelenn dezho an hent mat, a zo ret dezho kerzhout gantañ, ha kas glav war an douar ac'h eus roet da hêrezh da'z pobl.
selaou anezho eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, pardon, gra, ha ro da bep hini hervez e holl hentoù, te hag a anavez e galon, rak te da-unan a anavez kalonoù mibien an dud.
selaou anezhañ eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, ha gra kement a c'houlenno an diavaeziad-se diganit, evit ma'c'h anavezo holl bobloù an douar da anv, ma toujint ac'hanout evel da bobl Israel, ha ma ouezint ez eo da anv galvet war an ti-mañ am eus savet.
hag e lavaras: AOTROU, Doue hon tadoù, ha n'out ket Doue en neñvoù? Ha n'out ket an hini a ren war holl rouantelezhioù ar broadoù? Ha n'emañ ket ez torn an nerzh hag ar galloud, en doare na c'hell den herzel ouzhit?
mar en em izela va fobl, a zo galvet va anv warni, mar pedont ha mar klaskont va dremm, mar distroont eus o hentoù fall, me a selaouo anezho eus an neñvoù, hag e pardonin o fec'hedoù, hag e yac'hain o bro.
a vir e drugarez betek ar milvet rumm, a bardon an direizhder, an disentidigezh hag ar pec'hed, met na zalc'h ket an hini kablus evit didamall, hag a gastiz fazioù an tadoù war o mibien ha war vibien o mibien betek an trede hag ar pevare rumm.
Na hast ket digeriñ da c'henoù, ha na lez ket da galon da vezañ buan o tisklêriañ ur gomz dirak Doue. Rak Doue a zo en neñvoù, ha te war an douar. Ra vo dibaot eta da gomzoù.
Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.
Pa ouezas Daniel e oa sinet ar skrid, ez eas d'e di. E brenestroù a oa digor en e gambr etrezek Jeruzalem, hag e taouline teir gwech bemdez, hag e pede hag e veule e Zoue, evel m'en deveze graet diagent.
AOTROU, selaou! AOTROU, pardon! AOTROU, bez evezhiek ha gra! Abalamour dit da-unan, va Doue, na zale ket, rak da anv a zo galvet war da gêr ha war da bobl.