Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 8:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Ra vo da zaoulagad digor, noz ha deiz, war an ti-mañ, war al lec'h ma ec'h eus lavaret diwar e benn: Va anv a vo aze. Selaou ar bedenn a ra da servijer dit el lec'h-mañ.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 8:29
34 Referencias Cruzadas  

Koulskoude ne rogin ket an holl rouantelezh, met ur meuriad a roin da'z mab, abalamour da Zavid va servijer, hag abalamour da Jeruzalem am eus dibabet.


Hag ur meuriad a roin d'e vab, evit m'en devo David va servijer ul lamp bepred dirazon e Jeruzalem, ar gêr am eus dibabet evit lakaat va anv enni.


Roboam mab Salomon a rene e Juda. Ur bloaz ha daou-ugent e oa Roboam pa zeuas da roue, hag e renas seitek vloaz e Jeruzalem, ar gêr en doa dibabet an AOTROU a-douez holl veuriadoù Israel, evit lakaat enni e anv. E vamm a oa anvet Naama an Ammonadez.


Abaoe an deiz ma em eus lakaet va fobl da zont kuit eus an Ejipt, ne'm eus dibabet kêr ebet e-touez holl veuriadoù Israel evit sevel un ti enni, evit ma vefe va anv aze, met em eus dibabet David da vezañ war va fobl Israel.


selaou anezhañ eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, ha gra kement a c'houlenno an diavaeziad-se diganit, evit ma'c'h anavezo holl bobloù an douar da anv, ma toujint ac'hanout evel da bobl Israel, ha ma ouezint ez eo da anv galvet war an ti-mañ am eus savet.


Ra vo da zaoulagad digor war bedenn da servijer ha war bedenn da bobl Israel, evit o selaou e kement a c'houlennint ouzhit.


An AOTROU a lavaras dezhañ: Selaouet em eus da bedenn hag ar goulenn ac'h eus graet ouzhin. Santelaet em eus an ti-mañ ac'h eus savet evit lakaat ennañ va anv da viken. Va daoulagad ha va c'halon a vo bepred eno.


AOTROU, stou da skouarn ha selaou! AOTROU, digor da zaoulagad ha sell! Selaou komzoù Sankerib, en deus kaset ur c'hannad evit dismegañsiñ an Doue bev!


Sevel a reas ivez aoterioù e ti an AOTROU, daoust m'en doa lavaret an AOTROU diwar e benn: E Jeruzalem e lakain va anv.


Lakaat a reas skeudenn gizellet Ashera en doa graet, en ti m'en doa lavaret an AOTROU diwar e benn da Zavid ha da Salomon e vab: Lakaat a rin da viken va anv en ti-mañ hag e Jeruzalem, am eus dibabet a-douez holl veuriadoù Israel.


Rak an AOTROU en doa lavaret: Lemel a rin Juda ivez a-zirak va dremm, evel ma em eus lamet Israel, hag e taolin kuit kêr Jeruzalem am eus dibabet, hag an ti ma em boa lavaret diwar e benn: Va anv a vo aze.


Rak daoulagad an AOTROU a astenn o sell war an holl zouar, evit kreñvaat a re a zo o c'halon a-grenn dezhañ. Graet ec'h eus evel un den diskiant diwar-benn kement-se, hag ez po brezelioù en amzer da zont.


Chomet int enni, ha savet o deus dit enni ur santual evit da anv, en ur lavarout:


Sevel a reas ivez aoterioù e ti an AOTROU, daoust m'en doa lavaret an AOTROU diwar e benn: Va anv a vo e Jeruzalem da viken.


Lakaat a reas ur skeudenn gizellet, un idol en doa graet, e ti Doue, daoust m'en doa lavaret Doue da Zavid ha da Salomon e vab: Lakaat a rin da viken va anv en ti-mañ hag e Jeruzalem, am eus dibabet a-douez holl veuriadoù Israel.


Ra vo da zaoulagad digor, deiz ha noz, war an ti-mañ, war al lec'h ma ec'h eus lavaret e vefe lakaet da anv e-barzh. Selaou ar bedenn a ra da servijer dit el lec'h-mañ.


Bremañ eta, va Doue, ra vo da zaoulagad digor ha da zivskouarn evezhiek ouzh ar bedenn graet el lec'h-mañ.


Da bediñ a ran, ra vo da skouarn evezhiek ha ra vo da zaoulagad digor, evit selaou pedenn da servijer, an hini a lavaran dirazout bremañ deiz ha noz, evit mibien Israel da servijerien, oc'h anzav pec'hedoù mibien Israel, ar re hon eus graet a-enep dit. Rak me va-unan ha ti va zad hon eus pec'het.


ha goude, e tistroiot din, hag e virot va gourc'hemennoù, hag e reot hervezo, ha neuze, pa viot bet kaset betek pennoù an neñvoù, e tastumin ac'hanoc'h ac'hane, hag ho tegasin d'al lec'h am eus dibabet evit lakaat va anv.


Stouiñ a rin e palez da santelezh, hag e veulin da anv abalamour da'z madelezh ha da'z kwirionez, rak sevenet ec'h eus a-grenn da c'her e tu all da bep brud.


Distro diouzh an droug ha gra ar mad, klask ar peoc'h hag heuilh anezhañ.


Ober a ri din un aoter douar, hag ec'h aberzhi warni da loskaberzhoù ha da aberzhoù a beoc'h, da zeñved ha da ejened. E pep lec'h ma rin meuliñ va anv, me a zeuio da'z kavout hag a vennigo ac'hanout.


Pa ouezas Daniel e oa sinet ar skrid, ez eas d'e di. E brenestroù a oa digor en e gambr etrezek Jeruzalem, hag e taouline teir gwech bemdez, hag e pede hag e veule e Zoue, evel m'en deveze graet diagent.


Va Doue, ro da skouarn ha selaou, digor da zaoulagad ha sell ouzh hor glac'har hag ouzh ar gêr ma'z eo galvet da anv warni. Rak n'eo ket abalamour d'hor reizhder e kinnigomp hor goulennoù dirak da zremm, met abalamour da'z trugarezioù bras.


En deiz-se, eme an AOTROU, e skoin gant spont war an holl gezeg, ha gant follentez war o marc'hegerien. Va daoulagad a vo digor war di Juda, hag e skoin gant dallentez war holl gezeg ar pobloù.


Neuze e vo ul lec'h dibabet gant an AOTROU ho Toue evit lakaat e anv da chom ennañ. Eno e tegasot kement a c'hourc'hemennan deoc'h, ho loskaberzhoù, hoc'h aberzhoù, ho teogoù, ar profoù savet eus ho taouarn, pep prof ho po dibabet evit seveniñ ur gouestl ho po graet d'an AOTROU.


met da loskaberzhoù a ginnigi el lec'h dibabet gant an AOTROU en unan eus da veuriadoù, hag eno e ri kement a c'hourc'hemennan dit.


met klask a reot anezhañ el lec'h en devo dibabet an AOTROU ho Toue a-douez hoc'h holl veuriadoù, evit lakaat e anv da chom ennañ; dont a ri eno.


Aberzhiñ a ri ar Pask d'an AOTROU da Zoue, da loened bras ha bihan, el lec'h en devo dibabet an AOTROU evit lakaat e anv da chom ennañ.


met el lec'h en devo dibabet an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennañ ec'h aberzhi ar Pask, d'abardaez, adalek ma vo kuzhet an heol, d'an ampoent ma'z aes kuit eus an Ejipt.


e kemeri ar re gentañ eus holl frouezh an douar a zastumi er vro a ro dit an AOTROU da Zoue, o lakai en ur baner, hag ez i el lec'h en devo dibabet an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennañ,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos