Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Rouaned 8:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Koulskoude, AOTROU va Doue, taol evezh ouzh pedenn da servijer hag ouzh e c'houlenn, selaou ouzh ar griadenn hag ar bedenn a ra da servijer dirazout hiziv.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 8:28
15 Referencias Cruzadas  

Met an AOTROU a reas trugarez dezho hag en doe truez outo, hag en em droas etrezek enno, abalamour d'e emglev gant Abraham, Izaak ha Jakob. Ne fellas ket dezhañ o distrujañ, ha, betek bremañ n'en deus ket o zaolet kuit a-zirak e zremm.


Koulskoude, AOTROU va Doue, taol evezh ouzh pedenn da servijer hag ouzh e c'houlenn, selaou ouzh ar griadenn hag ar bedenn a ra da servijer dirazout.


Da bediñ a ran, ra vo da skouarn evezhiek ha ra vo da zaoulagad digor, evit selaou pedenn da servijer, an hini a lavaran dirazout bremañ deiz ha noz, evit mibien Israel da servijerien, oc'h anzav pec'hedoù mibien Israel, ar re hon eus graet a-enep dit. Rak me va-unan ha ti va zad hon eus pec'het.


Ra zeuio va fedenn dirazout evel ar c'hwezh-vat, ha savadenn va daouarn evel profadenn an abardaez.


D'ar mestr-kaner; gant binvioù-kerdin; salm David.


D'ar mestr-kaner; gant ar fleütoù; salm David.


Ro da skouarn da'm gerioù, o AOTROU, selaou va c'hlemmvan!


Az pez truez ouzhin, AOTROU, rak e krian dit a-hed an deiz.


Hag Ezekiaz a bedas an AOTROU o lavarout:


Eñ a gontas ivez dezho ur barabolenn, evit diskouez penaos eo ret pediñ bepred hag hep skuizhañ.


Doue, ha ne veñjo ket e re zibabet a gri dezhañ noz-deiz, evitañ da zaleañ da fuloriñ?


Na vezit nec’het gant netra, met en holl lec’hioù lakait ho koulennoù dirak Doue dre bedennoù hag aspedennoù gant trugarez,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos