Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 26:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 rak hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev nevez skuilhet evit kalz, evit pardon ar pec’hedoù.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

28 rag he‐man eo va goad, goad an allians nevez, pehini a zo skulliet evit kalz evit remission ar pec’hejou.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

28 Rac en dra‐men e zou men goaid, er goaid ag en testamant neuhé, péhani vou scuilled eid hilleih, eit ma vou distollet dehai ou féhedeu.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 26:28
26 Referencias Cruzadas  

Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma tiazezin un emglev nevez gant ti Israel ha gant ti Juda,


rak ene ar c’hig a zo er gwad. E roet em eus war an aoter d’ober dic’haou evit hoc’h eneoù, rak ar gwad eo a ra dic’haou evit an ene.


Hag evidout, dre nerzh gwad da emglev, e tennin da brizonidi eus ar foz e-lec'h n'eus ket a zour.


Evel-se n’eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.


Kemer a reas ivez an hanaf ha, goude bezañ trugarekaet, en roas dezho o lavarout: Evit holl dioutañ,


Me a lavar deoc’h, n’evin mui hiviziken eus ar frouezh-se eus ar winienn betek an deiz ma’c’h evin anezhañ nevez ganeoc’h e rouantelezh va Zad.


pardon deomp hor pec’hedoù evel ma pardonomp ivez d’ar re o deus manket ouzhimp,


Yann a zeuas o vadeziñ el lec’h distro hag o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec’hedoù.


Hag e lavaras dezho: Hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev nevez skuilhet evit kalz.


Neuze e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas dezho o lavarout: Hemañ eo va c’horf hag a zo roet evidoc’h, grit kement-mañ en eñvor ac’hanon.


En hevelep doare, goude bezañ koaniet e kemeras an hanaf hag en roas dezho o lavarout: An hanaf-mañ eo an emglev nevez em gwad skuilhet evidoc’h.


Met n’emañ ket eus donezon ar c’hras evel eus ar pec’hed. Rak mar d-eo marvet tud e-leizh dre bec’hed unan hepken, kalz muioc’h gras Doue ha donezon ar c’hras deuet eus un den hepken, Jezuz-Krist, a zo en em skuilhet war galz a dud.


Rak evel dre disentidigezh un den hepken kalz a zo bet lakaet da vezañ pec’herien, evel-se ivez dre sentidigezh unan hepken kalz a vo lakaet da vezañ reizh.


Evel-se ivez, goude bezañ koaniet e kemeras an hanaf o lavarout: An hanaf-mañ eo an emglev nevez em gwad, grit kement-mañ en eñvor ac’hanon bep gwech ma’c’h evot dioutañ.


Ennañ hon eus an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec’hedoù, hervez pinvidigezhioù e c’hras


hon eus ennañ an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec’hedoù.


Hag, o vezañ graet ar peoc’h drezañ, dre wad e groaz, plijet eo bet gant an Tad adunvaniñ drezañ pep tra gantañ, ken an traoù a zo war an douar evel ar re a zo en neñvoù.


A bebezh kastiz brasoc’h a gav deoc’h ne vo ket kavet dellezek an hini a vac’ho gant e dreid Mab Doue, a gemero evit disantel gwad an emglev ez eo bet santelaet drezañ, hag a zismegañso Spered ar c’hras?


An Doue a beoc’h, hag en deus degaset en-dro a-douez ar re varv mesaer bras an deñved dre wad an emglev peurbadus, hon Aotrou Jezuz,


en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec’hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec’hed d’ar re en gortoz evit ar silvidigezh.


Eñ eo un aberzh-dic’haouiñ evit hor pec’hedoù, ha nann hepken evit hor re, met ivez evit re ar bed holl.


Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez’ int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc’het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan.


Goude-se e sellis ha setu, un engroez ken bras ken na c’helle den kontañ, a bep broad, a bep meuriad, a bep pobl, a bep yezh, en em zalc’he dirak an tron ha dirak an Oan; gwisket e oant gant saeoù gwenn, gant palmez en o daouarn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos