Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 26:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Me a lavar deoc’h, n’evin mui hiviziken eus ar frouezh-se eus ar winienn betek an deiz ma’c’h evin anezhañ nevez ganeoc’h e rouantelezh va Zad.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

29 Hogen, lavaret a ran deoc’h penaos na evin mui euz ar frouez‐se euz ar winien, beteg an deiz‐ze en pehini ec’h evin anezhan nevez ganeoc’h en rouantelez va Zad.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

29 A vremen larein e ran d’oh, penaus ne ivein quet mui ag er fréh‐zé ag er huiniêg, bet en dé m’en ivein guet‐n‐oh‐hui a nehué é Ranteleah me Zad.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 26:29
31 Referencias Cruzadas  

hag ar gwin a laouena kalon an den hag a laka e zremm da lugerniñ muioc'h eget an eoul, hag ar bara a ro nerzh da galon an den.


Kalz a lavar: Piv hon lakaio da welout ar mad? Laka da sevel warnomp sklêrijenn da zremm, o AOTROU!


Va zennet en deus eus poull an distruj, eus an toull fankek. Lakaet en deus va zreid war ar roc'h, startaet en deus va c'hammedoù.


Deuet on em liorzh, va c'hoar, va fried. Dastumet em eus va mir gant va louzoù-frondus, debret em eus va zerennoù gant va mel, evet em eus va gwin gant va laezh. Debrit, mignoned, en em vezvit gant karantez!


AOTROU an armeoù a gempenno evit an holl bobloù, war ar menez-mañ, ur banvez kig druz, ur banvez gwin diwar e vamm, kig druz ha melek, gwin diwar e vamm sklaeriet.


Gwelout a raio frouezh trevell e ene, hag e vo gwalc'het anezhañ. Va servijer reizh a reishaio kalz a dud dre an anaoudegezh o devo anezhañ, hag eñ e-unan a zougo o direizhder.


An AOTROU da Zoue a zo ez kreiz, ar Galloudeg az saveteo. Laouen e vo en abeg dit eus ul levenez brasañ, ober a raio peoc'h en e garantez, laouenaet e vo diwar da benn gant ur c'han tridus.


Pegen bras e vo o c'haerder hag o sked! Ar gwinizh a raio d'an dud yaouank kreskiñ, hag ar gwin nevez d'ar plac'hed yaouank.


Neuze an dud reizh a lugerno evel an heol e rouantelezh o Zad. Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.


Rak e-lec’h ma ez eus daou pe dri dastumet em anv, emaon eno en o c’hreiz.


Neuze ar Roue a lavaro d’ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c’hwi hag a zo benniget gant va Zad, bezit perc’henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc’h adalek krouidigezh ar bed.


rak hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev nevez skuilhet evit kalz, evit pardon ar pec’hedoù.


Goude m’o doe kanet ur c’hantik, ez ejont da Venez an Olived.


hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, n’evin mui eus frouezh ar winienn betek an deiz ma’c’h evin anezhañ nevez e rouantelezh Doue.


Na’z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc’h ar rouantelezh.


Met ret mat e oa en em sederaat hag en em laouenaat, rak ar breur-mañ dit a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet.


Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma chomo va levenez ennoc’h ha ma vo ho levenez peurleuniet.


Evel-se c’hwi a zo bremañ en dristidigezh, met me ho kwelo a-nevez hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc’h ho levenez.


Met bremañ e teuan etrezek ennout hag e lavaran an traoù-mañ er bed, evit ma vo va levenez peurleuniet enno.


nann d’an holl bobl, met d’an testoù en doa Doue dibabet en a-raok, deomp-ni hag hon eus debret hag evet gantañ goude ma’z eo bet adsavet a-douez ar re varv.


o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.


Int a gane evel ur c’hantik nevez dirak an tron ha dirak ar pevar bev hag an henaourien. Ha den ne c’helle deskiñ ar c’hantik nemet ar c’hant pevar mil ha daou-ugent a zo bet dasprenet eus an douar.


rak an Oan a zo e-kreiz an tron o mesaio hag o degaso da vammennoù dour ar vuhez, ha Doue a sec’ho pep daeraouenn eus o daoulagad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos