Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 9:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 AOTROU, selaou! AOTROU, pardon! AOTROU, bez evezhiek ha gra! Abalamour dit da-unan, va Doue, na zale ket, rak da anv a zo galvet war da gêr ha war da bobl.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 9:19
32 Referencias Cruzadas  

Selaou goulennoù da servijer ha da bobl Israel pa bedint el lec'h-mañ, selaou anezho eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, selaou ha pardon!


selaou eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, o fedenn hag o goulenn, gra reizhder dezho, pardon da'z pobl he devo pec'het a-enep dit.


ar re holl a zo anvet dre va anv, ar re am eus krouet evit va gloar, ar re am eus stummet ha graet.


Mar doug hon direizhder testeni a-enep deomp, gra evit da anv, o AOTROU! Rak hon dianzavadurioù a zo niverus, pec'het hon eus a-enep dit.


Perak e vefes evel un den sabatuet, evel un den kreñv na c'hell ket saveteiñ? Met te a zo en hor c'hreiz, o AOTROU! Da anv a zo galvet warnomp, na zilez ket ac'hanomp!


Rak setu, en em lakaan d'ober an droug war ar gêr ma vez galvet va anv warni, ha c'hwi a vefe disamm dioutañ? Ne viot ket disamm, rak ar c'hleze a c'halvin war holl dud an douar, eme AOTROU an armeoù.


Koulskoude em eus graet abalamour da'm anv, evit na vefe ket disakret dirak daoulagad ar broadoù em boa o zennet dirazo.


Koulskoude em eus tennet va dorn, ha graet em eus-se abalamour da'm anv, evit na vefe ket disakret dirak daoulagad ar broadoù, em boa o zennet dirak o daoulagad.


Koulskoude em eus graet abalamour da'm anv, evit na vefe ket disakret dirak daoulagad ar broadoù en em gave en o zouez, hag e oan en em roet dezho da anavezout dirazo, evit o zennet eus bro Ejipt.


Setu perak, lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ne ran ket kement-mañ en abeg deoc'h, ti Israel, met en abeg da'm anv santel hoc'h eus disakret e-touez ar broadoù ma oant aet en o c'hreiz.


Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Bremañ e kasin en-dro dalc'hidi Jakob, hag em bo truez eus holl di Israel, hag e vin gwarizius ouzh va anv santel,


Va Doue, ro da skouarn ha selaou, digor da zaoulagad ha sell ouzh hor glac'har hag ouzh ar gêr ma'z eo galvet da anv warni. Rak n'eo ket abalamour d'hor reizhder e kinnigomp hor goulennoù dirak da zremm, met abalamour da'z trugarezioù bras.


Ha pa voe echu dezho da zebriñ geot an douar, e lavaris: Aotrou AOTROU, pardon, me az ped! Penaos e padfe Jakob, rak bihan eo?


Pardon, me az ped, direizhder ar bobl-mañ, hervez braster da drugarez, evel ma ec'h eus pardonet d'ar bobl-mañ adalek an Ejipt betek amañ.


Lakaat a raint va anv war vibien Israel ha me o bennigo.


me a lavar deoc’h, pa ne savfe ket da reiñ dezhañ abalamour ma’z eo e vignon, e savfe koulskoude abalamour d’e dregaserezh hag e rofe dezhañ kement hag en defe ezhomm.


evit ma vo klasket an Aotrou gant an nemorant eus an dud ha gant an holl vroadoù ma’z eo galvet va anv warno, eme an Aotrou en deus graet an holl draoù-mañ.


evit ma servijimp da veuleudigezh e c’hloar, ni hag hon eus da gentañ esperet e Krist.


da veuleudigezh gloar e c’hras, en deus roet deomp drezi da vezañ degemeret er C’haret-mat.


evit ma teuio bremañ furnez Doue, oc’h en em ziskouez e pep seurt doare, da vezañ disklêriet dre an Iliz d’ar priñselezhioù ha d’an nerzhioù el lec’hioù neñvel,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos