Daniel 9:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
20 Evel ma komzen, ma peden, ma'c'h anzaven va fec'hedoù ha pec'hedoù va fobl Israel, ma kinnigen va goulennoù dirak an AOTROU va Doue, evit menez santel va Doue,
Evel ma pede Ezdra ha ma rae an anzav-se o ouelañ, stouet dirak ti Doue, un engroez bras, gwazed, maouezed ha bugale, en em zastumas davetañ, hag ar bobl a ouelas a-boullad.
Da bediñ a ran, ra vo da skouarn evezhiek ha ra vo da zaoulagad digor, evit selaou pedenn da servijer, an hini a lavaran dirazout bremañ deiz ha noz, evit mibien Israel da servijerien, oc'h anzav pec'hedoù mibien Israel, ar re hon eus graet a-enep dit. Rak me va-unan ha ti va zad hon eus pec'het.
Roet em eus da anavezout dit va fec'hed ha ne'm eus ket kuzhet ouzhit va direizhder. Lavaret em eus: Anzav a rin va disentidigezh d'an AOTROU. Ha te ac'h eus lamet poan va fec'hed. Ehan
o degasin a rin ivez da'm menez santel, hag e roin levenez dezho em zi a bedenn; o loskaberzhoù hag o aberzhoù a vo degemeret mat wat va aoter, rak va zi a vo anvet un ti a bedenn evit an holl vroadoù.
Neuze em eus lavaret: Gwalleur din! Kollet on! Rak un den dic'hlan e vuzelloù ez on, hag emaon o chom e-kreiz ur bobl dic'hlan o muzelloù, ha va daoulagad o deus gwelet ar Roue, AOTROU an armeoù.
Hag e lavaras din: Na'z pez ket aon, Daniel, rak adalek an deiz ma ec'h eus kemeret a galon da gompren ha da nec'hiñ dirak da Zoue, da gomzoù a zo bet selaouet, hag en abeg da'z komzoù ez on deuet.
Aotrou, hervez da reizhder, distro da gounnar ha da fulor diouzh kêr Jeruzalem, da venez santel, rak en abeg d'hor pec'hedoù ha da zireizhder hon tadoù, ez eo Jeruzalem ha da bobl un dismegañs d'an holl re a zo en-dro deomp.
Evel-henn e komz an AOTROU: En em dreiñ a ran war-zu Sion, bez' e vin o chom e-kreiz Jeruzalem. Jeruzalem a vo anvet: Kêr leal, ha menez AOTROU an armeoù: Menez santel.
Strebotiñ a reomp holl e meur a dra. Ma ez eus unan bennak ha ne strebot ket pa gomz, un den peurvat eo, un den a c’hell mestroniañ ivez e gorf a-bezh.
Eñ a gasas ac’hanon er spered war ur menez bras hag uhel, hag e tiskouezas din ar gêr vras, ar Jeruzalem santel, a ziskenne eus an neñv eus kichen Doue,
Ha me Yann, a welas ar gêr santel, ar Jeruzalem nevez, o tiskenn eus an neñv, eus kichen Doue, fichet evel ma’z eo kempennet ur wreg yaouank evit he fried.