Kement a dremeno dre an niveradeg a roio un hanter sikl, hervez sikl ar santual; ur sikl a dalvez ugent gera (1 gera 0,5 g). Un hanter sikl a vo ar brofadenn d'an AOTROU .
Mazhev 21:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz, o vezañ aet e templ Doue, a gasas kuit an holl re a werzhe hag a brene en templ. Hag e tiskaras taolioù an drokerien-arc’hant ha kadorioù ar varc’hadourien goulmed. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a antreaz en templ Doue, hag e taolaz er meaz ar re holl a oa o verza, hag o prena en templ; hag e tiskaraz taoliou ar chenchourien arc’hant, ha kadoriou ar re a verze koulmed. Hag e lavaraz dezhe: Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha Jesus e yas é Ty‐Doué, hag e cassas er mæz er ré ol e huerhé pé e brené é Ty‐Doué, hag e tiscarras taulieu er varadision argant ha cadoérieu er varadision clomet. |
Kement a dremeno dre an niveradeg a roio un hanter sikl, hervez sikl ar santual; ur sikl a dalvez ugent gera (1 gera 0,5 g). Un hanter sikl a vo ar brofadenn d'an AOTROU .
Mar d-eo e brof d’an AOTROU eus al laboused, evit ul loskaberzh, e kinnigo turzhunelled pe koulmed yaouank.
Pa vo peurdremenet deizioù he glanidigezh, evit ur mab pe evit ur verc’h, e tegaso un oan eus ur bloaz evit al loskaberzh hag ur goulm yaouank pe un durzhunell evit an aberzh-dic’haouiñ, ouzh digor teltenn an engalv.
Ma n’he deus ket aez da zegas un oan, e kemero div durzhunell pe div goulm yaouank, unan evit al loskaberzh hag eben evit an aberzh-dic’haouiñ. A aberzhour a raio an dic’haou eviti hag e vo glanaet.
ha div durzhunell pe div goulm yaouank, hervez e aez, unan evit an aberzh-dic’haouiñ hag eben evit al loskaberzh.
Neuze e kinnigo unan an div durzhunell pe unan an div goulm yaouank, hervez ar pezh a c’hello kaout,
D’an eizhvet deiz e kemero div durzhunell pe div goulm yaouank, e teuio dirak an AOTROU ouzh digor teltenn an engalv hag e roio anezho d’an aberzhour.
D’an eizhvet deiz e kemero div durzhunell pe div goulm yaouank hag e tegaso anezho d’an aberzhour ouzh digor teltenn an engalv.
Ma ne c’hell ket pourchas div durzhunell pe div goulm yaouank, an hini en deus pec’het a ginnigo evit e brof un dekvedenn efa (1/10 efa 3 l) flour bleud evel aberzh-dic’haouiñ; ne skuilho ket eoul warnañ ha ne lakaio ket ezañs warnañ, rak un aberzh-dic’haouiñ e vo.
Ma ne c’hell ket pourchas un oan pe ur c’havr, e kinnigo d’an AOTROU evel aberzh a gablusted evit ar pezh en devo graet div durzhunell pe div goulm yaouank, unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh.
Jezuz a yeas e Jeruzalem hag en templ. O vezañ sellet ouzh pep tra, evel ma oa diwezhat, ez eas da Vetania gant an daouzek.
hag evit kinnig en aberzh, hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn an Aotrou, ur re durzhunelled pe ziv goulmig.