Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 15:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 D’an eizhvet deiz e kemero div durzhunell pe div goulm yaouank hag e tegaso anezho d’an aberzhour ouzh digor teltenn an engalv.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 15:29
8 Referencias Cruzadas  

Pa vo peurdremenet deizioù he glanidigezh, evit ur mab pe evit ur verc’h, e tegaso un oan eus ur bloaz evit al loskaberzh hag ur goulm yaouank pe un durzhunell evit an aberzh-dic’haouiñ, ouzh digor teltenn an engalv.


Ma n’he deus ket aez da zegas un oan, e kemero div durzhunell pe div goulm yaouank, unan evit al loskaberzh hag eben evit an aberzh-dic’haouiñ. A aberzhour a raio an dic’haou eviti hag e vo glanaet.


D’an eizhvet deiz e kemero div durzhunell pe div goulm yaouank, e teuio dirak an AOTROU ouzh digor teltenn an engalv hag e roio anezho d’an aberzhour.


Pa vo glanaet eus he berad, e konto seizh devezh, hag e vo glan.


An aberzhour a ginnigo unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou eviti dirak an AOTROU, abalamour d’he berad a lakae anezhi dic’hlan.


D’an eizhvet deiz Moizez a c’halvas Aaron hag e vibien, hag henaourien Israel,


D'an eizhvet deiz e tegaso div durzhunell pe div goulm yaouank d'an aberzhour ouzh digor teltenn an engalv.


Jezuz, o vezañ aet e templ Doue, a gasas kuit an holl re a werzhe hag a brene en templ. Hag e tiskaras taolioù an drokerien-arc’hant ha kadorioù ar varc’hadourien goulmed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos