Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 15:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 D’an eizhvet deiz e kemero div durzhunell pe div goulm yaouank, e teuio dirak an AOTROU ouzh digor teltenn an engalv hag e roio anezho d’an aberzhour.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 15:14
11 Referencias Cruzadas  

Mar d-eo e brof d’an AOTROU eus al laboused, evit ul loskaberzh, e kinnigo turzhunelled pe koulmed yaouank.


Pa vo peurdremenet deizioù he glanidigezh, evit ur mab pe evit ur verc’h, e tegaso un oan eus ur bloaz evit al loskaberzh hag ur goulm yaouank pe un durzhunell evit an aberzh-dic’haouiñ, ouzh digor teltenn an engalv.


Ma n’he deus ket aez da zegas un oan, e kemero div durzhunell pe div goulm yaouank, unan evit al loskaberzh hag eben evit an aberzh-dic’haouiñ. A aberzhour a raio an dic’haou eviti hag e vo glanaet.


D'an eizhvet deiz e tegaso div durzhunell pe div goulm yaouank d'an aberzhour ouzh digor teltenn an engalv.


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


Dre ar volontez-mañ eo ez omp santelaet, dre ar prof eus korf Jezuz-Krist graet ur wech hepken.


met eñ, o vezañ kinniget un aberzh hepken evit ar pec’hedoù, a zo en em azezet evit atav en tu dehou da Zoue,


Rak dre ur prof hepken, en deus rentet peurvat da viken ar re a zo santelaet.


Hag e oa ret deomp kaout un hevelep beleg-meur, santel, digablus, dinamm, dispartiet diouzh ar bec’herien, savet dreist an neñvoù,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos