Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 15:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 An aberzhour a ginnigo anezho, unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evitañ dirak an AOTROU, abalamour d’e verad.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 15:15
22 Referencias Cruzadas  

Dic’hlan e viot abalamour dezho; an hini a stoko ouzh o c’horfoù marv a vo dic’hlan betek an noz,


hag an hini a zougo o c’horfoù marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz.


Kement a gerzh war e dreid a-douez an holl loened a gerzh war bevar droad, a vo dic’hlan evidoc’h; an hini a stoko ouzh o c’horfoù marv a vo dic’hlan betek an noz,


hag an hini a zougo o c’horfoù marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz. Dic’hlan e vint evidoc’h.


Dic’hlan e vint evidoc’h e-touez an holl stlejviled; an hini a stoko outo pa vint marv a vo dic’hlan betek an noz.


Pa gouezho ur pezh bennak eus o c’horfoù marv war un dra bennak, an dra-se a vo dic’hlan, benveg-koad, dilhad, kroc’hen, sac’h, pep tra a vez graet implij anezhañ; lakaet e vo en dour hag e vo dic’hlan betek an noz, ha neuze e vo glan.


Pa varvo unan eus al loened a zebrit, an hini a stoko e gorf marv a vo dic’hlan betek an noz,


an hini a zebro eus e gorf marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz, hag an hini a zougo e gorf marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz.


An aberzhour a ginnigo anezho dirak an AOTROU hag a raio an dic’haou eviti; glanaet e vo eus ha red-gwad. Hounnezh eo al lezenn diwar-benn ar wreg a c’han ur paotr pe ur plac’h.


Ma n’he deus ket aez da zegas un oan, e kemero div durzhunell pe div goulm yaouank, unan evit al loskaberzh hag eben evit an aberzh-dic’haouiñ. A aberzhour a raio an dic’haou eviti hag e vo glanaet.


Ober a raio evit ar c’hole-mañ evel ma vez graet evit ar c’hole-dic’haouiñ; ober a raio er memes doare. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evito, hag e vo pardonet dezho.


Lakaat a raio an holl lard da vogediñ war an aoter evel lard an aberzh a drugarekadennoù. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou eus e bec’hed evit ar penn-bras-mañ, hag e vo pardonet dezhañ.


An aberzhour a lamo an holl lard evel ma vez lamet lard an aberzh a drugarekadennoù, hag en lakaio da vogediñ war an aoter; ur c’hwezh dudius d’an AOTROU e vo. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evit an den-mañ, hag e vo pardonet dezhañ.


An aberzhour a lamo an holl lard evel ma vez lamet lard an oan en aberzh a drugarekadennoù, hag en lakaio da vogediñ war an aoter evel er prof graet dre an tan dirak an AOTROU. Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet, hag e vo pardonet dezhañ.


An aberzhour a raio an dic'haou evit holl vodadenn mibien Israel, hag e vo pardonet dezho, rak diratozh e vo bet graet hag o devo degaset dirak an AOTROU o frof, ur prof graet dre an tan d'an AOTROU hag un aberzh-dic'haou dirak an AOTROU, abalamour d'an dra graet diratozh.


a vo evitañ hag evit e lignez war e lerc'h, un emglev a velegiezh peurbadus, rak en deus bet gred evit e Zoue hag en deus graet dic'haou evit mibien Israel.


Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.


da veuleudigezh gloar e c’hras, en deus roet deomp drezi da vezañ degemeret er C’haret-mat.


Hemañ a zo splannder skedus e c’hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc’hel a ra an holl draoù dre e c’her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c’hlanidigezh eus hor pec’hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d’ar Veurdez doueel el lec’hioù uhel meurbet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos