Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 14:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 ha div durzhunell pe div goulm yaouank, hervez e aez, unan evit an aberzh-dic’haouiñ hag eben evit al loskaberzh.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 14:22
11 Referencias Cruzadas  

Rouaned an armeoù a dec'h. Tec'hout a reont, hag an hini a chom er gêr a ra lodennoù gant an diwisk.


Va c'houlm, en em zerc'hel a rez e faoutoù ar roc'h hag e kuzhez er brioù serzh. Diskouez din da zremm, va laka da glevout da vouezh, rak da vouezh a zo dous ha da zremm a zo brav.


Grozmolat a raen evel ar wennili, huanadiñ a raen evel ar goulm, va daoulagad a zo aet skuizh o sellout ouzh an nec'h. AOTROU, bec'hiet on, bez va surentez.


Grognal a reomp holl evel arzhed, hag ec'h huanadomp dibaouez evel koulmed: Gortoz a reomp ar varnedigezh ha ne zeu ket, ar silvidigezh hag emañ pell diouzhimp.


Tud Moab, dilezit ar c'hêrioù ha chomit er reier, bezit evel ar goulm, a ra he neizh ouzh digor ur vougev.


Ar re a zo en em dennet a dec'ho, hag e vint heñvel ouzh koulmed an traoniennoù war ar menezioù, an holl o huanadiñ, pep hini evit e zireizhder.


Mar d-eo paour ha ma n’en deus ket aez da gement-se, e kemero un oan hepken evit an aberzh a gablusted da hejañ evel ur prof, evit ober an dic’haou evitañ, un dekvedenn efa (1/10 efa   3 l) flour bleud mezet gant eoul evel donezon, ul log eoul,


An aberzhour a gemero an oan evit an aberzh a gablusted gant al log eoul, hag e hejo anezho evel ur prof dirak an AOTROU.


D’an eizhvet deiz e kemero div durzhunell pe div goulm yaouank, e teuio dirak an AOTROU ouzh digor teltenn an engalv hag e roio anezho d’an aberzhour.


Ma ne c’hell ket pourchas un oan pe ur c’havr, e kinnigo d’an AOTROU evel aberzh a gablusted evit ar pezh en devo graet div durzhunell pe div goulm yaouank, unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh.


D'an eizhvet deiz e tegaso div durzhunell pe div goulm yaouank d'an aberzhour ouzh digor teltenn an engalv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos