Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 5:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Ma ne c’hell ket pourchas div durzhunell pe div goulm yaouank, an hini en deus pec’het a ginnigo evit e brof un dekvedenn efa (1/10 efa   3 l) flour bleud evel aberzh-dic’haouiñ; ne skuilho ket eoul warnañ ha ne lakaio ket ezañs warnañ, rak un aberzh-dic’haouiñ e vo.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 5:11
23 Referencias Cruzadas  

Muzuliet e veze gant an omer. An hini en doa dastumet kalz n'en doa ket re, hag an hini en doa dastumet nebeut ne vanke ket dezhañ. Dastum a raent pep hini hervez ar pezh a zebre.


An omer a zo an dekvedenn eus an efa.


Mar d-eo e brof d’an AOTROU eus al laboused, evit ul loskaberzh, e kinnigo turzhunelled pe koulmed yaouank.


Ma n’he deus ket aez da zegas un oan, e kemero div durzhunell pe div goulm yaouank, unan evit al loskaberzh hag eben evit an aberzh-dic’haouiñ. A aberzhour a raio an dic’haou eviti hag e vo glanaet.


Mar d-eo paour ha ma n’en deus ket aez da gement-se, e kemero un oan hepken evit an aberzh a gablusted da hejañ evel ur prof, evit ober an dic’haou evitañ, un dekvedenn efa (1/10 efa   3 l) flour bleud mezet gant eoul evel donezon, ul log eoul,


Mar d-eo re baour an hini en devo graet ar gouestl evit paeañ da brizadur, e vo degaset dirak an aberzhour, hag eñ a brizo anezhañ; an aberzhour a raio ar priz hervez aez an hini en devo graet ar gouestl.


E zegas a raio d’an aberzhour; an aberzhour a gemero un dornad flour bleud, an eñvor a lakaio da vogediñ war an aoter evel ur prof graet dre an tan d’an AOTROU. Un aberzh-dic’haouiñ e vo.


ra ginnigo d’an AOTROU e aberzh a gablusted evit ar pec’hed en devo graet, ur barez eus al loened bihan, un oan pe ur c’havr, evel aberzh-dic’haouiñ; hag an aberzhour a raio evitañ an dic’haou eus e bec’hed.


hag a sparfo gwad an aberzh-dic’haouiñ ouzh bevenn an aoter; an nemorant eus ar gwad a vo skuilhet ouzh troad an aoter. Un aberzh-dic’haouiñ e vo.


Setu ar prof a ginnigo Aaron hag e vibien d’an AOTROU d’an deiz ma vint olevet: un dekvedenn efa (1/10 efa   3 l) flour bleud evel donezon beurbadus, un hanter diouzh ar beure hag un hanter diouzh an abardaez.


an den-se a zegaso e wreg dirak an aberzhour hag a zezougo eviti e brof, un dekvedenn efa (1/10 efa   3 l) bleud heiz; ne skuilho ket warnañ eoul, ne lakaio ket ezañs ennañ, rak ur prof a warizi eo, ur prof-eñvor evit kounaat un direizhder.


E brof a voe: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,


hag evit kinnig en aberzh, hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn an Aotrou, ur re durzhunelled pe ziv goulmig.


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


An darn vuiañ eus an traoù a zo glanaet gant ar gwad hervez al lezenn, hag hep skuilhañ gwad n’eus ket a bardon.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos