Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 5:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 E zegas a raio d’an aberzhour; an aberzhour a gemero un dornad flour bleud, an eñvor a lakaio da vogediñ war an aoter evel ur prof graet dre an tan d’an AOTROU. Un aberzh-dic’haouiñ e vo.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 5:12
15 Referencias Cruzadas  

Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a ginnigo an holl hag o lakaio da vogediñ war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.


Regiñ a raio anezhi dre he divaskell hep o rannañ, hag an aberzhour a lakaio al labous da vogediñ war ar c’hoad lakaet en tan war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.


Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a lakaio da vogediñ an holl war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.


An aberzhour a lakaio da vogediñ o eñvor, ul lodenn eus an tañvouezennoù friket hag eus an eoul gant an holl ezañs. Ur prof graet dre an tan d’an AOTROU e vo.


E degas a raio d’an aberzhourien, mibien Aaron; kemer a raio un dornad flour bleud gant eoul ha gant an holl ezañs; an aberzhour a lakaio an eñvor a gement-se da vogediñ war an aoter. Ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.


An aberzhour a savo diwar an donezon an eñvor hag a lakaio anezhañ da vogediñ war an aoter. Ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.


An aberzhour a lakaio da vogediñ kement-se war an aoter. Ar boued eus ur prof graet dre an tan d’an AOTROU e vo.


an div lounezhenn, al lard a zo en-dro dezho hag a c’holo an divgroazell, hag ar flipezenn a zo war an avu gant an div lounezhenn a vo lamet.


An aberzhour a lamo an holl lard evel ma vez lamet lard an oan en aberzh a drugarekadennoù, hag en lakaio da vogediñ war an aoter evel er prof graet dre an tan dirak an AOTROU. Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet, hag e vo pardonet dezhañ.


Ma ne c’hell ket pourchas div durzhunell pe div goulm yaouank, an hini en deus pec’het a ginnigo evit e brof un dekvedenn efa (1/10 efa   3 l) flour bleud evel aberzh-dic’haouiñ; ne skuilho ket eoul warnañ ha ne lakaio ket ezañs warnañ, rak un aberzh-dic’haouiñ e vo.


Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet e-keñver unan an traoù-se, hag e vo pardonet dezhañ. Ar pezh a vo manet eus ar prof a vo evit an aberzhour, evel en donezonoù.


An aberzhour a gemero un dornad flour bleud gant eoul ha gant an holl ezañs a zo war an donezon, hag e lakaio kement-se da vogediñ war an aoter, ur c’hwezh dudius, un eñvor d’an AOTROU.


An aberzhour a gemero un dornad eus ar prof, an eñvor a lakaio da vogediñ war an aoter. Ha goude e raio d'ar wreg evañ an dour.


O sellout pizh outañ ha gwall spouronet, e lavaras: Petra’ zo, Aotrou? Hag e lavaras dezhañ: Da bedennoù ha da aluzenoù a zo pignet evel un eñvoradur dirak Doue.


kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh vat.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos