Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 5:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet e-keñver unan an traoù-se, hag e vo pardonet dezhañ. Ar pezh a vo manet eus ar prof a vo evit an aberzhour, evel en donezonoù.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 5:13
16 Referencias Cruzadas  

Debriñ a reont pec'hedoù va fobl, hag e troont o c'halon etrezek o direizhder.


Ar pezh a vo manet eus an donezon a vo evit Aaron hag evit e vibien. Un dra santel-meurbet e vo e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU.


Ar pezh a vo manet eus an donezon a vo evit Aaron hag evit e vibien. Un dra santel-meurbet e vo e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU.


Ober a raio evit ar c’hole-mañ evel ma vez graet evit ar c’hole-dic’haouiñ; ober a raio er memes doare. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evito, hag e vo pardonet dezho.


Lakaat a raio an holl lard da vogediñ war an aoter evel lard an aberzh a drugarekadennoù. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou eus e bec’hed evit ar penn-bras-mañ, hag e vo pardonet dezhañ.


An aberzhour a lamo an holl lard evel ma vez lamet lard an aberzh a drugarekadennoù, hag en lakaio da vogediñ war an aoter; ur c’hwezh dudius d’an AOTROU e vo. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evit an den-mañ, hag e vo pardonet dezhañ.


Ober a raio eus al labous all un loskaberzh, hervez ar barnedigezhioù. Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet, hag e vo pardonet dezhañ.


E zegas a raio d’an aberzhour; an aberzhour a gemero un dornad flour bleud, an eñvor a lakaio da vogediñ war an aoter evel ur prof graet dre an tan d’an AOTROU. Un aberzh-dic’haouiñ e vo.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


Talvoudegezh an dra flipet digant ar santual a baeo, en ur lakaat ouzhpenn ar bempvedenn, hag e roio kement-se d’an aberzhour; an aberzhour a raio an dic’haou evitañ gant tourz an aberzh a gablusted, hag e vo pardonet dezhañ.


Mar en deus touet unan bennak ober droug pe vad en ur gomz gant e vuzelloù, ha ma vez kuzhet outañ, n’eus forzh ar pezh en deus lavaret gant le, pa vez anavezet gantañ, e vo kablus war unan eus e gomzoù.


An hini a vo kablus eus unan an traoù-se, a anzavo en deus pec’het,


ra ginnigo d’an AOTROU e aberzh a gablusted evit ar pec’hed en devo graet, ur barez eus al loened bihan, un oan pe ur c’havr, evel aberzh-dic’haouiñ; hag an aberzhour a raio evitañ an dic’haou eus e bec’hed.


Pep den e-touez an aberzhourien a zebro dioutañ; debret e vo el lec’h santel. Un dra santel-meurbet eo.


Ha n’ouzoc’h ket penaos ar re a ra ar servij santel a zebr eus traoù an templ, ha penaos ar re a servij an aoter o deus lod en aoter?


E zibabet em eus a-douez holl veuriadoù Israel, evit bezañ va aberzhour, evit kinnig war va aoter, evit lakaat da vogediñ ezañs, evit dougen an efod dirazon, hag em eus roet da di da dad an holl brofoù graet dre an tan eus mibien Israel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos