Dont a reas da chom en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.
Mazhev 21:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar bobl a responte: Jezuz eo, ar profed eus Nazared e Galilea. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar bobl a lavare: He‐man eo Jesus ar profet, pehini a zo euz a Nazareth en Galile. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag e ré e oé guet hou e laré: Honnéh é Jesus er profæd péhani e zou a Nazareth é Galile. |
Dont a reas da chom en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.
Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp doujañ ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed.
Re all a lavare: Elia eo; ha re all a lavare: Ur profed eo, pe evel unan eus ar brofeded.
Koulskoude ret eo din kerzhout hiziv, warc’hoazh hag an deiz war-lerc’h, rak ne c’hoarvez gant profed ebet mervel er-maez eus Jeruzalem.
Eñ a lavaras dezho: Petra? Int a respontas dezhañ: Ar pezh a zo c’hoarvezet gant Jezuz a Nazared, ur profed galloudek en oberoù hag e komzoù dirak Doue ha dirak an holl bobl,
Ar spont a grogas enno holl hag e rojont gloar da Zoue, en ur lavarout: Ur profed bras a zo savet en hon touez ha Doue en deus gweladennet e bobl.
Ar farizian en doa e bedet, o welout kement-se, a lavaras ennañ e-unan: Ma vije an den-mañ ur profed, e ouije piv eo a wreg a stok ennañ, ha penaos eo a vuhez fall.
Hag e c’houlennjont digantañ: Piv out eta? Bez’ out Elia? Eñ a lavaras: N’on ket. Bez’ out ar profed? Eñ a respontas: Nann.
Goulenn a rejont digantañ: Perak e vadezez, ma n’out nag ar C’hrist, nag Elia, nag ar profed?
An dud-se, o welout ar mirakl en doa Jezuz graet, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed a dlee dont er bed.
Kalz eus ar bobl, o vezañ klevet ar gerioù-se, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed.
Lavarout a rejont c’hoazh d’an dall: Te, petra a lavarez eus an hini en deus digoret dit da zaoulagad? Eñ a lavaras: Ur profed eo.
Ar Moizez-se eo a lavaras da vibien Israel: An Aotrou ho Toue a savo deoc’h ur profed eveldon a-douez ho preudeur. Selaou a reot anezhañ.