Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 21:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp doujañ ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

26 Ha mar leveromp: Euz an dud, hon euz leac’h da gaoud aoun rag ar bobl; rag an holl a gemer Ian evit eur profet.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

26 Mar laramp ag en Nean, ean e larou d’omp: Perac enta ne hoès hui credet dehou? ha mar laramp ag en dud, e zeleamb gavouèt eun dirac en dud; rac en ol e guemér Yehan aveid ur profæd.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 21:26
17 Referencias Cruzadas  

Piv ac'h eus aon razañ, gant piv e spontez, evit bezañ lavaret gevier ha tremenet hep kaout soñj ac'hanon? Ha tevel a raen abaoe pell 'zo, n'eo ket gwir? Ha ne zoujes ken ac'hanon.


Met petra oc’h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc’h, ha muioc’h eget ur profed.


C’hoant en doa d’e lakaat da vervel, met aon en doa rak ar bobl, dre ma oa kemeret ganto evit ur profed.


Ar bobl a responte: Jezuz eo, ar profed eus Nazared e Galilea.


Badeziant Yann, a-belec’h e teue, eus an neñv pe eus an dud? Int a soñjas enno o-unan o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n’hoc’h eus ket kredet anezhañ?


Neuze e respontjont da Jezuz: N’ouzomp ket. Eñ a lavaras dezho d’e dro: Ha me kennebeut ne lavarin ket deoc’h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.


hag a glaskas kregiñ ennañ, met aon o doe rak ar bobl a gemere anezhañ evit ur profed.


Ha mar lavaromp: Eus an dud... Aon o doa rak ar bobl, rak an holl a grede e oa Yann ur gwir brofed.


Klask a rejont kregiñ ennañ, met aon o doe rak ar bobl. Anavezout a rejont mat en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho. Hag e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit.


rak Herodez a zouje Yann, oc’h anavezout penaos e oa un den reizh ha santel. Prederius e oa en e geñver, ober a rae zoken kalz a draoù eus e alioù hag en selaoue gant plijadur.


Ar veleien vras hag ar skribed a glaskas lakaat o daouarn warnañ war an eur-se, met aon o doe rak ar bobl, rak ec’h anavezent penaos en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho.


Ha mar lavaromp: Eus an dud, an holl bobl hor meinataio, rak krediñ a reont e oa Yann ur profed.


Ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da lakaat Jezuz d’ar marv, rak doujañ a raent ar bobl.


Yann a oa al lamp a zev hag a sklaera, ha fellet eo bet deoc’h en em laouenaat ouzh e sklêrijenn e-pad un eur.


E dud a lavaras kement-se o vezañ m’o doa aon rak ar Yuzevien. Ar Yuzevien o doa dija lakaet penaos piv bennak a anavezje anezhañ evit ar C’hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn.


Neuze ar c’habiten a yeas gant ar serjanted hag a zegasas anezho hep taerder, rak aon o doa da vezañ meinataet gant ar bobl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos