Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 21:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Badeziant Yann, a-belec’h e teue, eus an neñv pe eus an dud? Int a soñjas enno o-unan o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n’hoc’h eus ket kredet anezhañ?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

25 Euz a beleac’h e teue badiziant Ian? euz an env, pe euz an dud? Hogen, int a rezone enhe ho‐unan, hag a lavare: Mar leveromp: Euz an env, e lavaro deomp: Perag eta n’hoc’h euz‐hu ket credet enhan?

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

25 Badient Yehan a beban é ma ean deit? Pé ag en Nean, pé ag én dud? Mæs ind e gonzas étré‐z‐hai hag e laras:

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 21:25
24 Referencias Cruzadas  

An diskibien a soñjas enno o-unan hag a lavaras: Abalamour n’hon eus ket a vara eo.


Jezuz a respontas dezho: Me a c’houlenno ivez un dra ouzhoc’h ha, mar respontit, en hevelep doare e lavarin deoc’h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.


Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp doujañ ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed.


Int a davas. O kemer an hini klañv, en yac’haas hag en kasas kuit.


Int a soñje enno o-unan o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n’hoc’h eus ket kredet ennañ?


Yann a roas testeni dezhañ pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: An hini a zeu war va lerc’h a zo dreiston, rak a-raok din e oa.


Bez’ e voe un den kaset a-berzh Doue, Yann a oa e anv.


An hini a gred ennañ n’eo ket barnet, met an hini na gred ket a zo dija barnet, abalamour n’en deus ket kredet en anv Mab nemetañ Doue.


rak mar kondaon hor c’halon ac’hanomp, Doue a zo brasoc’h eget hor c’halon hag a anavez an holl draoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos