a evezhie ar re a zouge bec'hioù hag ar re a laboure e servijoù a bep seurt; bez' e oa ivez skribed, skoazellerien ha porzhierien a-douez al Levited.
Mazhev 2:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ dastumet an holl veleien vras ha skribed ar bobl, e c’houlennas diganto pelec’h e tlee bezañ ganet ar C’hrist. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag o veza assamblet holl brinsed ar veleien, ha Scribed ar bobl, e c’houlennaz diganthe pe leac’h e tlie genel ar C’hrist. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Dastum e ras er Pen‐Vèlean hag en Scribed ag er bobl, hag ean e houlennas guet‐hai, é mèn e telié bout ganet er Chrouist. |
a evezhie ar re a zouge bec'hioù hag ar re a laboure e servijoù a bep seurt; bez' e oa ivez skribed, skoazellerien ha porzhierien a-douez al Levited.
Neuze Hilkija a gemeras ar gomz hag a lavaras da Shafan ar skrib: Kavet em eus levr al lezenn e ti an AOTROU! Hag Hilkija a roas al levr da Shafan.
Holl bennoù an aberzhourien hag ar bobl a greskas muioc'h-muiañ o fallentez, hervez holl euzhusterioù ar broadoù, hag e saotrjont an ti en doa santelaet an AOTROU e Jeruzalem.
Neuze e savas Ezdra, hag e reas touiñ pennoù an aberzhourien, al Levited hag Israel a-bezh d'ober hervez ar c'homz-se. Hag e toujont.
an Ezdra-mañ a bignas eus Babilon. Bez' e oa ur skrib desket e lezenn Moizez, en doa roet an AOTROU, Doue Israel. Hag ar roue a roas dezhañ an holl draoù en doa goulennet, dre ma oa dorn an AOTROU e Zoue warnañ.
Sallu, Amok, Hilkija, Jedaja. Ar re-se a voe pennoù an aberzhourien hag o breudeur en amzer Jezua.
Rouaned an douar a zo en em savet, hag ar briñsed a zo en em zastumet a-gevret, a-enep an AOTROU hag a-enep e Olevad.
Penaos e lavarit: Fur omp, ha lezenn an AOTROU a zo ganeomp? Met setu, pluenn c'haouiat ar skribed he deus labouret evit ar gaou.
Rak muzelloù an aberzhour a zle mirout an anaoudegezh, hag eus e c'henoù e klasker al lezenn, rak kannad AOTROU an armeoù eo.
Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoù nevez ha traoù kozh eus e deñzor.
Met pa welas ar veleien vras hag ar skribed ar burzhudoù a rae ha bugale a grie en templ, o lavarout: Hozanna da Vab David! e savas droug enno.
Jezuz a yeas en templ hag, e-pad ma kelenne, ar veleien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se?
Neuze ar veleien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e palez ar beleg-meur, anvet Kaifaz,
Evel ma komze c’hoazh, setu Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras hag henaourien ar bobl.
Pa voe deuet ar mintin, an holl veleien vras hag henaourien ar bobl en em guzulias a-enep Jezuz evit e lakaat d’ar marv.
Neuze en em lakaas da zisklêriañ dezho e oa ret da Vab an den gouzañv kalz a draoù, bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras ha gant ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv tri devezh goude.
Ar veleien vras hag ar skribed a glaskas lakaat o daouarn warnañ war an eur-se, met aon o doe rak ar bobl, rak ec’h anavezent penaos en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho.
Judaz eta, o vezañ kemeret ur vandenn soudarded ha serjanted a-berzh ar veleien vras hag ar farizianed, a zeuas eno gant leternioù, gant gouloù ha gant armoù.
Ar farizianed a glevas ar bobl o lavarout kement-se diwar e benn. Ar veleien vras hag ar farizianed a gasjont serjanted evit kregiñ ennañ.
Ar skribed hag ar farizianed a zegasas dezhañ ur wreg tapet en avoultriezh hag, o vezañ he lakaet en o c’hreiz,
Bez’ e voe un drouz vras war-se. Skribed kostez ar farizianed o sevel a dabutas hag a lavaras: Ne gavomp droug ebet en den-se. Mar en deus ur spered pe un ael komzet outañ, na reomp ket a vrezel a-enep Zoue.
Hag e c’hoarvezas antronoz ma en em zastumas e Jeruzalem pennoù ar bobl, an henaourien hag ar skribed,
Atizañ a rejont ar bobl, an henaourien hag ar skribed. Oc’h en em deurel warnañ, e krogjont ennañ hag e tegasjont anezhañ d’ar sanedrin.