Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 2:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Hag o veza assamblet holl brinsed ar veleien, ha Scribed ar bobl, e c’houlennaz diganthe pe leac’h e tlie genel ar C’hrist.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 O vezañ dastumet an holl veleien vras ha skribed ar bobl, e c’houlennas diganto pelec’h e tlee bezañ ganet ar C’hrist.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

4 Dastum e ras er Pen‐Vèlean hag en Scribed ag er bobl, hag ean e houlennas guet‐hai, é mèn e telié bout ganet er Chrouist.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 2:4
30 Referencias Cruzadas  

Hag hen a lavaraz dezhe: Evel‐se pep doctor desket er pez a zell ouz rouantelez an envou, a zo henvel ouz eur pentiegez hag a denn euz he denzor traou nevez ha traou koz.


Ar roue Herodes, o veza klevet kement‐se, a oe troublet, ha Jerusalem holl ganthan.


Hag int a lavaraz dezhan: En Bethlehem, euz a Juda; rag evel‐hen eo bet scrivet dre ar profet:


Mes pa velaz prinsed ar veleien hag ar Scribed ar burzudou hen doa great, hag ar vugale pere a grie en templ, hag a lavare: Hozanna da Vab David!


Ha pa oe deuet en templ, prinsed ar veleien ha Senatourien ar bobl a dostaaz outhan, e‐pad ma oa o kelen, hag e leverjont dezhan: Dre be otorite e rez‐te an traou‐ze? Ha piou hen deuz roet d’id an otorite‐ze?


Neuze prinsed ar veleien, ar Scribed ha re Ancien ar bobl en em assamblaz e pales ar beleg‐braz, galvet Caiphas,


Hag evel ma komze c’hoas, setu Judas, unan euz an daouzec, a zeuaz, hag assambles ganthan eur vanden vraz a dud gant klezeier ha bizier, deuet a‐berz prinsed ar veleien hag ar re Ancien euz ar bobl.


Kerkent ha ma oe deiz, holl brinsed ar veleien ha re Ancien ar bobl en em guzuliaz a‐enep Jesus evit hen lakaad d’ar maro.


rag ho c’helen a rea evel unan hag a oa otorite ganthan, ha n’e ket evel ar Scribed.


Neuze e commansaz discleria dezhe e oa red da Vab an den souffr kalz, beza nac’het gant ar re Ancien, prinsed ar veleien hag ar Scribed, beza lakeat d’ar maro, ha resussita tri deiz goude.


Neuze prinsed ar veleien hag ar Scribed a glaskaz, hep dale pelloc’h, lakaad ho daouarn varnezhan; rag anavezet ho doa hen doa lavaretar barabolen‐ze a‐eneb dezhe; mes aoun ho doa rag ar bobl.


Ha prinsed ar veleien hag ar Scribed a oa eno, hag e tamallent anezhan gant coler.


Judas eta, o veza kemeret ar vanden soudarded hag ar serjanted euz a‐berz prinsed ar veleien hag ar Farizianed, a zeuaz di gant leternou, gant torchadou‐goulou ha gant armou.


Jesus a respontaz dezhan: Te a zo doctor euz a Israel, ha na anavezez ket an traou‐ze?


Ar Farizianed, o veza klevet ar pez a lavare ar bobl e‐kuz divar he ben, en em glevaz gant prinsed ar veleien, evit kas serjanted da gregi enhan.


Neuze ar Scribed hag ar Farizianed a zigassaz dezhan eur vaouez a oa bet kavet en avoultriach, hag o veza lakeat anezhi en ho c’hreiz,


Evel‐se e c’hoarvezaz eun drouz vraz. Hag ar Scribed euz a du ar Farizianed a zavaz, hag a stourme ouz ar re all, en eur lavaret: Ni ne gavomp droug e‐bed en den‐ze, ha mar hen deuz eur spered pe eun eal komzet outhan, na reomp ket a vrezel da Zoue.


Mes an deiz varlerc’h, e c’hoarvezaz ma en em assamblaz en Jerusalem chefou ar bobl, ar re Ancien hag ar Scribed,


Lakaad a rejont eta ar bobl, hag ar re Ancien, hag ar Scribed da zevel; hag oc’h en em deurel varnezhan, e crogjont enhan, hag e kasjont anezhan ganthe d’ar Sanhedrin;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos