Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 21:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Met pa welas ar veleien vras hag ar skribed ar burzhudoù a rae ha bugale a grie en templ, o lavarout: Hozanna da Vab David! e savas droug enno.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Mes pa velaz prinsed ar veleien hag ar Scribed ar burzudou hen doa great, hag ar vugale pere a grie en templ, hag a lavare: Hozanna da Vab David!

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

15 Mæs pe huélas er Pen‐Vêlean er vurhudeu e hré, hag er vugalé péré e huché én Ty‐Doué: Hosanna de Vab David! e sàüas droug én ou calonneu.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 21:15
20 Referencias Cruzadas  

AOTROU, da zorn a zo savet uhel, ne welont ket anezhañ, met mar gwelont da c'hred evit da bobl, neuze e vint mezhekaet, hag an tan miret evit da enebourien a lonko anezho.


An dek all o vezañ klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep an daou vreur.


Jezuz a yeas en templ hag, e-pad ma kelenne, ar veleien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se?


Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec’hioù uhel meurbet!


o lavarout: Petra a soñjit eus ar C’hrist? Da biv eo mab? Int a lavaras dezhañ: Da Zavid.


Neuze ar veleien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e palez ar beleg-meur, anvet Kaifaz,


Neuze, ar veleien vras, an henaourien hag ar sanedrin a-bezh a glaske ur fals-testeni bennak a-enep Jezuz evit e lakaat d’ar marv.


Pa voe deuet ar mintin, an holl veleien vras hag henaourien ar bobl en em guzulias a-enep Jezuz evit e lakaat d’ar marv.


Met ar veleien vras hag an henaourien a alias ar bobl da c’houlenn Barabbaz ha da lakaat Jezuz d’ar marv.


Evel ma’z ae Jezuz pelloc’h, daou zen dall en heulias, o krial hag o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Mab David!


Ar skribed hag ar veleien vras, o vezañ klevet kement-se, a glaskas an doare d’e lakaat d’ar marv. Rak aon o doa dirazañ, abalamour an holl bobl a oa souezhet bras gant e gelennadurezh.


Un devezh ma kelenne ar bobl en templ ha ma prezege an Aviel, ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien, o vezañ deuet,


Ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da lakaat Jezuz d’ar marv, rak doujañ a raent ar bobl.


Adalek ma voe deuet an deiz, kuzul henaourien ar bobl, ar veleien vras hag ar skribed en em zastumas. Hag e lakajont anezhañ da zont dirak o sanedrin.


Ar veleien vras hag ar farizianed o doa roet urzh, ma ouije unan bennak pelec’h e oa, en lavarje, evit ma krogjed ennañ.


Ar farizianed a lavaras eta etrezo: Gwelout a rit na c’hounezit netra, setu, an dud o deus aet war e lerc’h.


Pa ouezas an Aotrou o doa ar farizianed klevet ma rae ha ma vadeze Jezuz muioc’h a ziskibien eget Yann,


Ha ne lavar ket ar Skritur e teuio ar C’hrist eus lignez David hag eus bourc’h Betlehem, a-belec’h e oa David?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos