Ret e vefe deoc'h lavarout kentoc'h: Perak e heskinomp anezhañ? Daoust hag e kavimp ennañ abeg e walleur?
Mazhev 13:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned met n’en deus ket a wrizienn ennañ e-unan, ne bad nemet ur pennad ha, pa zeu ar glac’har pe an heskinerezh abalamour d’ar ger, e kav kerkent un abeg da gouezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) mes n’hen deuz ket a c’hrizien enhan he‐unan; ne bad nemed eur pennad, ha pa zeu affliction pe bersecution abalamour d’ar ger, e vez kerkent scandalizet. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Neoah n’en dès quet a hourien én ean é‐unan: ha n’é ma meit aveid un tam amzér; rac pe zei trebilleu, pé gloés, dré en arben ag er guir, quentéh e gave un arben‐a‐lam. |
Ret e vefe deoc'h lavarout kentoc'h: Perak e heskinomp anezhañ? Daoust hag e kavimp ennañ abeg e walleur?
Rak en em luban e-unan dirak e zaoulagad, evit kas da benn e bec'hed hag embregañ e gasoni.
An hini drouk a c'hoanta ar pezh o deus kemeret ar re fall, met gwrizienn an den reizh a ro frouezh.
An den ne vo ket startaet dre ar fallagriezh, met gwrizienn ar re reizh ne vo ket brañsellet.
Petra a rin dit, Efraim? Petra a rin dit, Juda? Ho trugarez a zo evel goabrenn ar beure, evel ar c'hlizhenn taolet pell gant ar mintin.
Kasaet e viot gant an holl abalamour da’m anv, met an hini a gendalc’ho betek ar fin a vo salvet.
An hini en deus degemeret an had el lec’hioù meinek, eo an hini a glev ar ger hag e zegemer kerkent gant levenez,
Hag e kavent tamall ennañ. Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed a zo enoret, nemet en e vro e-unan hag en e di e-unan.
Neuze Jezuz a lavaras dezho: Me a vo evidoc’h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: Skeiñ a rin ar mesaer ha deñved an tropell a vo stlabezet.
Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Pa vefes un abeg da gouezhañ evit an holl, evidon-me ne vi biken.
met n’o deus ket a wrizienn enno o-unan, ne badont ket pell ha, pa zeu ur glac’har pe un heskinerezh abalamour d’ar ger, e kavont kerkent un abeg da gouezhañ.
Ar re a zo war al lec’hioù meinek, eo ar re a glev ar ger, e zegemer gant levenez, met n’o deus ket a wrizienn, ne gredont nemet ur pennad ha pa zeu an temptadur, e kouezhont.
Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, va c’hlaskit n’eo ket abalamour m’hoc’h eus gwelet mirakloù met abalamour m’hoc’h eus debret bara ha m’hoc’h eus bet ho kwalc’h.
ar vuhez peurbadus d’ar re a gendalc’h en oberoù mat, a glask ar gloar, an enor hag an divreinadurezh,
Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.
Ar re holl a fell dezho plijout hervez ar c’hig a vount ac’hanoc’h start da vezañ amdroc’het, ha kement-se hepken evit na vint ket heskinet abalamour da groaz Krist.
Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h hag an diamdroc’h n’int netra, met ret eo bezañ ur grouadenn nevez.
evit ma chomo Krist en ho kalonoù dre ar feiz, hag evel-se, gwriziennet ha diazezet er garantez,
Krediñ a ran gant fiziañs penaos an hini en deus deraouet an oberenn vat-se ennoc’h he feurc’hraio betek deiz Jezuz-Krist.
Gouzout a rez penaos ar re holl a zo en Azia o deus dilezet ac’hanon, en o zouez emañ Figel hag Hermogenez.
rak Demaz en deus dilezet ac’hanon o vezañ karet ar c’hantved-mañ hag a zo aet da Desalonike, Kreseñs a zo aet e Galatia, Tit e Dalmatia.
Strebotiñ a reomp holl e meur a dra. Ma ez eus unan bennak ha ne strebot ket pa gomz, un den peurvat eo, un den a c’hell mestroniañ ivez e gorf a-bezh.
c’hwi hag a zo miret gant galloud Doue, dre ar feiz, evit ar silvidigezh prest da vezañ diskuliet en amzerioù diwezhañ.
Anavezout a ran da oberoù, e pelec’h e chomez, e-lec’h ma emañ tron Satan. Hag e talc’hez va anv ha ne’c’h eus ket nac’het va feiz, zoken en deizioù ma’z eo bet lakaet d’ar marv Antipaz, va merzher feal, en ho touez, e-lec’h ma chom Satan.