Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 6:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h hag an diamdroc’h n’int netra, met ret eo bezañ ur grouadenn nevez.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Rag en Jesus‐Christ ar circoncision na dalv netra, nag an dicirconcision ken‐neubeud, mes red eo genel a‐nevez.

Ver Capítulo Copiar




Galated 6:15
14 Referencias Cruzadas  

Mar mir eta an hini n’eo ket amdroc’het gourc’hemennoù al lezenn, e ziamdroc’h ha ne vo ket kontet evel amdroc’h?


Rak n’eo ket Yuzev an neb n’eo nemet en diavaez, ha n’eo ket an amdroc’h an hini a zo graet en diavaez er c’hig,


Sebeliet omp bet eta gantañ dre ar vadeziant en e varv, evit, evel ma’z eo Krist adsavet a-douez ar re varv dre c’hloar an Tad, ma kerzhimp-ni ivez en hevelep doare e nevezded a vuhez.


N’eus ken eta bremañ kondaonidigezh ebet evit ar re a zo e Jezuz-Krist, ar re a gerzh nann hervez ar c’hig met hervez ar spered.


An amdroc’h n’eo netra hag an diamdroc’h n’eo netra, met miridigezh gourc’hemennoù Doue eo an holl draoù.


Ha ma’z emañ unan bennak e Krist, hemañ a zo ur grouadenn nevez. An traoù kozh a zo tremenet, setu, an holl draoù a zo deuet da vezañ nevez.


Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.


Rak ni a zo e labour, o vezañ bet krouet e Jezuz-Krist evit an oberoù mat en deus Doue kempennet diaraok, evit ma kerzhimp enno.


o vezañ distrujet en e gig ar gasoni, lezenn ar gourc’hemennoù dalc’het en urzhioù, evit krouiñ ennañ e-unan eus an daou un den nevez hepken goude bezañ graet ar peoc’h,


ha da wiskañ an den nevez, krouet heñvel ouzh Doue, er reizhder hag e santelezh ar wirionez.


Rak ni a zo an amdroc’hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c’hig,


Ya, an holl bobl a zeuas kuit a oa bet amdroc'het, met n'eo ket bet amdroc'het an holl bobl a zo bet ganet er gouelec'h, en hent, goude bezañ deuet er-maez eus an Ejipt.


An hini a oa azezet war an tron a lavaras: Setu, e ran an holl draoù nevez. Hag e lavaras din: Skriv, rak ar gerioù-mañ a zo feal ha gwirion.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos