Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 6:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Met pell diouzhin ar soñj da gavout gloar e netra all nemet e kroaz hon Aotrou Jezuz-Krist. Drezañ ar bed a zo bet kroazstaget evidon, evel ma’z on bet va-unan evit ar bed.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Evidoun‐me, gras ma na c’hoarvezo biken ganen d’en em c’hlorifia, nemed e croaz hon Aotrou Jesus‐Christ, dre behini ez eo crucifiet ar bed evidoun, ha me ive d’ar bed.

Ver Capítulo Copiar




Galated 6:14
37 Referencias Cruzadas  

Perak em befe aon en deizioù ar gwalleur, pa'z on gronnet gant drougiezh va enebourien?


D'ar mestr-kaner; "Maskil" David.


Mab an den, lavar da briñs Tir: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En em uhelaet eo da galon, hag ec'h eus lavaret: Me 'zo un doue, azezet on war dron Doue e-kreiz ar morioù. Petra bennak ma'z out nemet un den ha nann Doue, ec'h eus lakaet da galon evel kalon un doue.


Dont a raio da zistrujañ ar winierien-se hag e roio ar winieg da re all. O vezañ klevet kement-se, e lavarjont: Ra ne c’hoarvezo ket-se!


Rak ne’m eus ket mezh eus Aviel Krist, rak galloud Doue eo evit silvidigezh ar re holl a gred, ar Yuzev da gentañ, ha goude ar Gresian.


N’eo ket! Marv omp d’ar pec’hed, penaos e c’hellfemp bevañ c’hoazh ennañ?


o c’houzout penaos hon den kozh a zo bet kroazstaget gantañ, evit ma vo korf ar pec’hed distrujet, ha na vimp mui sklavourien ar pec’hed.


ni a brezeg Krist kroazstaget, abeg da gouezhañ evit ar Yuzevien ha follentez evit ar C’hresianed,


Evel-se, va breudeur karet-mat, bezit start, divrall, o labourat muioc’h-muiañ en oberenn an Aotrou, oc’h anavezout penaos n’eo ket didalvoud ho labour en Aotrou.


Rak ne’m eus ket soñjet e tleen anavezout tra all en ho touez nemet Jezuz-Krist, ha Jezuz-Krist staget ouzh ar groaz.


Ra ne lakaio den eta e c’hloar en dud, rak an holl draoù a zo deoc’h,


Met e ran kement-se hag henn ober a rin c’hoazh evit lemel pep digarez digant ar re a glask an digarez da vezañ kavet eveldomp en traoù a dennont gloar diouto.


a zo en em roet e-unan evit hor pec’hedoù evit hon tennañ eus ar c’hantved breinus-mañ, hervez bolontez Doue hon Tad,


Met e-pad ma’z omp o klask bezañ reishaet dre Grist, mar degouezhfe deomp-ni hon-unan bezañ kavet pec’herien, daoust ha Krist a vefe eta ministr ar pec’hed? N’eo ket!


rak dre al lezenn eo ez on marv d’al lezenn, evit bevañ da Zoue.


Kroazstaget on bet asambles gant Krist ha, mar bevan, n’eo ket me ken a vev met Krist eo a vev ennon. Mar bevan c’hoazh er c’hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue en deus va c’haret hag a zo en em roet e-unan evidon.


Ha bez’ emañ eta al lezenn a-enep promesaoù Doue? N’eo ket! Ma vije bet roet ul lezenn hag a c’hellje reiñ ar vuhez, ar reizhder a zeuje e gwirionez eus al lezenn.


Ar re a zo da Grist o deus kroazstaget ar c’hig gant e youloù drouk hag e c’hoantegezhioù.


Rak kalz a zo hag en em ren en enebourien da groaz Krist, henn lavaret em eus deoc’h alies ha bremañ en adlavaran en ur ouelañ.


Rak ni a zo an amdroc’hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c’hig,


Mar d-oc’h eta marv gant Krist e-keñver kentañ kentelioù ar bed, perak e vec’hier ac’hanoc’h eus an urzhiadurioù-se, evel pa vevjec’h c’hoazh er bed:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos