Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 6:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Evit ar re holl a heulio ar reolenn-se, ra vo ar peoc’h hag an drugarez warno ha war Israel Doue!

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Ha kement hini hag a vale hervez ar reglen‐man, ra vezo ar peoc’h hag an drugarez varnezhe, ha var an Israel a Zoue!

Ver Capítulo Copiar




Galated 6:16
25 Referencias Cruzadas  

Neuze ar Spered a wiskas Amasai penn an tregont, a lavaras: Ni a zo dit, David, ha ganit, mab Jese! Peoc'h, Peoc'h dit! Ha peoc'h d'ar re a skoazell ac'hanout, rak Doue en deus da skoazellet! David a zegemeras anezho, hag o lakaas e-touez ofiserien e strolladoù.


Salm Azaf. Ya, Doue a zo mat evit Israel, evit ar re a zo glan o c'halon.


Gant an AOTROU e vo reishaet holl lignez Israel, hag e kavint gloar ennañ.


Koulskoude niver mibien Israel a vo evel traezh ar mor na c'heller na muzuliañ na kontañ. Hag e c'hoarvezo penaos el lec'h-se ma oa bet lavaret dezho: N'oc'h ket va fobl, e vo lavaret dezho: Mibien an Doue bev!


Jezuz, o welout Natanael o tont d’e gavout, a lavaras diwar e benn: Setu ur gwir Israelad ha n’eus troidell ebet ennañ.


Lezel a ran ganeoc’h ar peoc’h, reiñ a ran deoc’h va feoc’h. Ne roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet pe spontet.


Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc’h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec’het ar bed.


d’an holl dud karet-mat gant Doue a zo e Rom, galvet da vezañ santelaet: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!


hag evit bezañ tad an amdroc’hidi, ar re n’int ket amdroc’het hepken met c’hoazh a heuilh roudoù ar feiz en doa hon tad Abraham pa voe diamdroc’h.


Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue an Tad hag hon Aotrou Jezuz-Krist,


Ha mar d-oc’h da Grist, ez oc’h lignez Abraham hag an heritourien hervez ar bromesa.


Lavarout a ran eta: Kerzhit dre ar Spered, ne gasot ket da benn c’hoantoù ar c’hig.


Mar bevomp dre ar Spered, kerzhomp ivez dre ar Spered.


Ra vo ar peoc’h roet d’ar vreudeur, hag ar garantez ivez gant ar feiz, a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!


Koulskoude, el lec’h ma’z omp erruet, kerzhomp hervez an hevelep reolenn ha dalc’homp an hevelep soñjoù.


Rak ni a zo an amdroc’hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c’hig,


ha peoc’h Doue, o trec’hiñ an holl glevidigezh, a viro ho kalonoù hag ho soñjoù e Jezuz-Krist.


Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, en deus hon eil-c’hanet hervez e drugarez vras evit un esperañs bev dre adsavidigezh Jezuz-Krist a-douez ar re varv,


Ra gresko ennoc’h an drugarez, ar peoc’h hag ar garantez!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos