Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 6:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 A-hend-all na zeuio den d’ober poan din, rak dougen a ran em c’horf merkoù an Aotrou Jezuz.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Diwallo den da ober poan d’in divar vreman, rag dougen a ran em c’horf merkou an Aotrou Jesus.

Ver Capítulo Copiar




Galated 6:17
14 Referencias Cruzadas  

Unan a lavaro: Me a zo d'an AOTROU. Unan all a lavaro: Me a zo da Jakob. Unan all a skrivo gant e zorn: D'an AOTROU, hag e vo lesanvet dre anv Israel.


An AOTROU a lavaras dezhañ: Kae dre greiz kêr, dre greiz Jeruzalem, hag e ri ur merk war dal an dud a hirvoud hag a huanad en abeg d'an holl euzhusterioù a vez graet en he c'hreiz.


Evel ma hon eus anavezet penaos hiniennoù deuet eus hon touez o deus trubuilhet ac’hanoc’h gant o frezegennoù, o vrañsellat hoc’h eneoù en ur lavarout eo ret bezañ amdroc’het ha mirout al lezenn, ar pezh n’hon eus ket gourc’hemennet dezho,


Rak evel ma fonn poanioù Krist ennomp, evel-se hor frealz a fonn dre Grist.


dougen a reomp atav en hor c’horf marv an Aotrou Jezuz, evit ma vo ivez buhez Jezuz diskuliet en hor c’horf.


n’eo ket ma’z eus unan all, met bez’ ez eus tud ouzh ho trubuilhañ hag a fell dezho fallaat Aviel Krist.


Evel-se ec’h anavezin Krist, ha galloud e adsavidigezh a varv, ha kenlodenn e boanioù, o tont heñvel outañ en e varv,


En em laouenaat a ran bremañ em poanioù evidoc’h, hag e peurechuan em c’hig da c’houzañv an dilerc’h eus poanioù Krist evit e gorf hag a zo an Iliz,


o lakaat evezh na ziouerfe den eus gras Doue. Ra ne vounto gwrizienn c’hwerv ebet en diavaez d’ho trubuilhañ, gant aon na vefe kalz lousaet gant kement-se,


Jozue a lavaras: Perak ec'h eus trubuilhet ac'hanomp? An AOTROU a drubuilho ac'hanout hiziv. Hag holl Israel a veinataas anezhañ. Devet e voent en tan, goude bezañ meinataet.


Lakaat a ra an holl, bihan ha bras, pinvidik ha paour, frank ha sklav, da gemer ur merk en o dorn dehou pe war o zal.


Ha den ne c’hello na prenañ na gwerzhañ nemet an hini en devo ar merk, pe an anv eus al loen, pe an niver eus e anv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos