Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Timote 4:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 rak Demaz en deus dilezet ac’hanon o vezañ karet ar c’hantved-mañ hag a zo aet da Desalonike, Kreseñs a zo aet e Galatia, Tit e Dalmatia.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 rag Demas, o veza karet ar bed‐man, hen deuz va dilezet, hag a zo eat da Dessalokika, Crescens a zo eat en Galatia, ha Titus da Zalmatia.

Ver Capítulo Copiar




2 Timote 4:10
32 Referencias Cruzadas  

Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ, met piv bennak a gomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezhañ nag er c’hantved-mañ nag er c’hantved da zont.


Met kement-se a zo c’hoarvezet evit ma vo peurc’hraet ar pezh a zo bet skrivet gant ar brofeded. Neuze e holl ziskibien a zilezas anezhañ hag a dec’has kuit.


Evel-se, piv bennak ac’hanoc’h na zilez ket kement en deus, ne c’hell ket bezañ va diskibl.


Mevel ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon.


Ho pet soñj eus gwreg Lot.


Paol hag ar re a oa gantañ a yeas kuit eus Pafoz hag a zeuas dre vor da Berj e Pamfilia. Yann a guitaas anezho hag a zistroas da Jeruzalem.


Met Paol ne gavas ket dereat kemer ganto an hini en doa o c’huitaet pa oant e Pamfilia ha n’en doa ket o heuliet en o oberennoù.


P’o doe treuzet Frigia ha bro C’halatia, ar Spered-Santel a zifennas outo prezeg ar ger en Azia.


Goude bezañ tremenet dre Amfipoliz hag Apollonia, e teujont da Desalonike e-lec’h ma oa sinagogenn ar Yuzevien.


Ar re-mañ o doa soñjoù uheloc’h eget re eus Tesalonike, hag e resevjont ar ger gant kalz muioc’h a vuander, o studiañ bemdez ar Skriturioù evit gwelout daoust hag e oa gwir ar pezh a lavared dezho.


Met pa ouezas Yuzevien Tesalonike penaos ger Doue a oa prezeget e Beroia gant Paol, e teujont hag e savjont ar bobl.


O vezañ tremenet ur pennad amzer eno, ez eas kuit hag e treuzas rannvroioù Galatia ha Frigia, en ur greñvaat an holl ziskibien.


ne’m eus ket bet va spered en diskuizh, abalamour ne’m boa ket kavet va breur Tit. O vezañ kimiadet diouto, on aet e Makedonia.


Met Doue a frealz ar re a zo dinerzhet, hor frealzet en deus dre zonedigezh Tit,


Grasoù ra vo rentet da Zoue rak lakaet en deus an hevelep gred evidoc’h e kalon Tit,


Evel-se diwar-benn Tit, ez eo va c’henseurt ha va c’henlabourer en ho kounid; diwar-benn hor breudeur, ez int ar re gaset gant an Ilizoù ha gloar Krist.


en hevelep doare ma hon eus pedet Tit da echuiñ an oberenn-mañ a c’hras en ho touez, evel ma en doa kroget ganti.


hag an holl vreudeur a zo ganin, da Ilizoù Galatia:


rak e klaskont holl o mad o-unan ha nann hini Jezuz-Krist.


Rak karantez an arc’hant eo gwrizienn an holl drougoù. Hiniennoù o vezañ dalc’het ganti, a zo en em zistroet diouzh ar feiz hag en em daolet o-unan er brasañ poanioù.


Kemenn da re binvidik ar c’hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,


Gouzout a rez penaos ar re holl a zo en Azia o deus dilezet ac’hanon, en o zouez emañ Figel hag Hermogenez.


Em c’hentañ difenn, den n’en deus va sikouret met holl o deus va dilezet. Ra ne vo ket kement-se kontet dezho.


da Dit, va gwir vab en hor feiz kumun: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist hor Salver!


Mark, Aristark, Demaz, ha Lukaz, va c’henlabourerien, a salud ac’hanout.


O vezañ kuitaet an hent eeun, en em gollet int o heuliañ hent Balaam mab Beor, a garas gopr an direizhder,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos