Bennigañ a rin ar re a vennigo ac'hanout, ha milligañ a rin ar re a villigo ac'hanout. Hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout.
Mazhev 11:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez’ out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha te eo an hini a dle dont, pe dleoud a reomp‐ni gortoz eun all? Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha hui‐é en hani e zeli donnet, pé ha ni e zeli gortoz un arall? |
Bennigañ a rin ar re a vennigo ac'hanout, ha milligañ a rin ar re a villigo ac'hanout. Hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout.
Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.
Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!
Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel.
Goude-se, mibien Israel a zistroio, hag e klaskint an AOTROU o Doue ha David o roue. Hag e teuint gant doujañs da gavout an AOTROU hag e vadelezh, en deizioù diwezhañ.
Dieuberien a bigno war venez Sion evit barn menez Ezaü, hag ar rouantelezh a vo d'an AOTROU.
Ha te, Betlehem Efrata, bihan e-touez milieroù Juda, ac'hanout eo e teuio din an hini a zle bezañ penn en Israel, an hini a zeu eus an amzerioù kentañ, a-dal an deizioù a-holl-viskoazh.
Hag e vrañsellin an holl vroadoù, hag e teuio teñzorioù an holl vroadoù, hag e leugnin an ti-mañ a c'hloar, eme AOTROU an armeoù.
Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.
Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù.
Met evidoc'h, c'hwi hag a zouj va anv, e savo heol ar reizhder, hag ar yec'hed a vo en e vannoù. Mont a reot er-maez, hag e lammot evel leueoù ar c'hraou.
Me henn gwel, me a sell outañ, met n'eo ket evit prestik: Ur steredenn a zeuio eus Jakob, ur walenn a vo savet eus Israel, toullañ a raio kostezioù Moab, distrujañ a raio holl vibien Sed.
Rak eñ eo an hini a zo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c’hannad dirak da zremm da gempenn da hent a-raok dit.
Lavarit da verc’h Sion: Setu, da roue a zeu da’z kavout, leun a zouster ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.
Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec’hioù uhel meurbet!
Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie o lavarout: Hozanna! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou!
Hag e lavarent: Benniget ra vo ar Roue a zeu en anv an Aotrou! Peoc’h en neñv ha gloar el lec’hioù uhel meurbet!
Hi a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, me a gred ez out ar C’hrist, Mab Doue a dlee dont er bed.
a gemeras brankoù palmez hag a yeas a-raok dezhañ, o krial: Hozanna! Benniget ra vo roue Israel a zeu en anv an Aotrou!
Eñ eo an hini a roio gloar din, abalamour ma kemero eus ar pezh a zo din ha ma en disklêrio deoc’h.
Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, kred ac’hanon, an eur a zeu ma n’azeulot ken an Tad na war ar menez-mañ nag e Jeruzalem.
An dud-se, o welout ar mirakl en doa Jezuz graet, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed a dlee dont er bed.
Met kalz eus ar bobl a gredas ennañ hag a lavaras: Pa zeuio ar C’hrist, hag ober a raio brasoc’h mirakloù eget ma ra hemañ?
Rak c’hoazh un nebeudig, gwall nebeud amzer, hag an hini a zeu a erruo ha ne zaleo ket.