Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 11:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Ha te eo an hini a dle dont, pe dleoud a reomp‐ni gortoz eun all?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Bez’ out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all?

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

3 Ha hui‐é en hani e zeli donnet, pé ha ni e zeli gortoz un arall?

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 11:3
38 Referencias Cruzadas  

Rag hennes eo an hini divarben pehini eo scrivet: Setu, e kassan va c’hannad dirag da faç, da brepari an hent en da raog.


Ha Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe: It, ha livirit da Ian ar pez a glevit hag a velit:


Livirit da verc’h Sion: Setu aman da roue, o tond d’az kavout, leun a zouzter, hag azezet var eun azen, var eubeul an hini a zoug ar yeo.


hag ar bobl, a iea araog dezhan, hag ar re a zeue var lerc’h, a grie, en eur lavaret: Hozanna da Vab David! benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou! Hozanna en huella euz an envou!


Hag ar re a iea araog, hag ar re a zeue var lerc’h, a grie: Hosanna! benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou!


Hag e lavarent: Ra vezo benniget ar Roue a zeu en hano an Aotrou! Peoc’h en env, ha gloar en huella euz an envou!


Hi a lavaraz dezhan: Ia, Aotrou, me a gred ez oud ar C’hrist, Mab Doue, pehini a dlie dond er bed.


a gemeraz brancou palmez, hag a zeuaz d’he zialben, en eur grial: Hosanna! benniget ra vezo roue Israel, pehini a zeu en hano an Aotrou!


Hen eo a c’hlorifio ac’hanoun, rag kemeret a rai euz ar pez a zo d’in, hag hen annonso deoc’h.


Jesus a lavaraz dezhi: Maouez, cred ac’hanoun; an amzer a dosta ne adorfot mui an Tad na var ar menez‐man, nag en Jerusalem.


Hag an dud, o velet ar miracl hen doa great Jesus, a lavare: He‐man eo en gwirionez ar profet a dlie dond er bed.


Koulskoude kalz a‐douez ar bobl a gredaz enhan, hag a lavare: Pa zeui ar C’hrist, daoust hag hen a rai muioc’h a viraclou eged na ra he‐man?


Rag c’hoas eun neubeudic amzer, hag an hini a dle dond a erruo, ha na zaleo ket.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos