Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 11:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Hogen, Ian, o veza klevet komz er prizon euz a oberou ar C’hrist, a gassaz daou euz he ziskibien da lavaret dezhan:

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Yann, o vezañ klevet en e brizon komz diwar-benn oberennoù Krist, a gasas daou eus e ziskibien da lavarout dezhañ:

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

2 A pe gleuas Yehan, en é rangenneu, mêlein oberieu Jesus‐Chrouist, ean e gassas deu ag é zisciplèd de houlenne guet‐hou:

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 11:2
11 Referencias Cruzadas  

Beza ez euz eta en holl, euz a Abraham bete David, pevarzec generation; hag euz a Zavid bete captivite Babilon, pevarzec generation; hag euz a gaptivite Babilon beteg ar C’hrist, pevarzec generation.


Rag Herodes hen doa lakeat cregi en Ian, eren anezhan, hag he lakaad er prizon, abalamour da Herodias, greg Philip he vreur;


Hogen Jesus, o veza klevet e oa bet lakeat Ian er prizon, en em dennaz en Galile.


Neuze diskibien Ian a zeuaz da gavout Jesus, en eur lavaret: Perag e iunomp alies, ni hag ar Farizianed, ha da ziskibien ne iunont ket?


Rag Herodes hen doa kasset tud da gregi e Ian, hag hen doa lakeat he staga er prizon, abalamour da Herodias, greg Philip, he vreur, rag hen a oa dimezet dezhi.


Mes Herodes an tetrark, o veza m’hen doa bet rebechou digant Ian, divarben Herodias, greg Philip he vreur, ha divarben an holl fallagriez hen doa great,


Herodes an tetrark a glevaz etretant ar vrud euz a gement a rea Jesus; ha na ouie petra da zonjal, rag lod a lavare e oa resussitet Ian a‐douez ar re varo;


Pa ouvezaz eta an Aotrou, penaos ar Farizianed ho doa klevet e rea hag e vadeze muioc’h a ziskibien eged Ian,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos