Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 11:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Pa hen doe Jesus echuet da rei ar gourc’hemenou‐man d’he zaouzec diskibl, ez eaz ac’hane da gelen ha da brezeg en ho c’heariou.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 P’en doe Jezuz echuet da reiñ e gemennoù d’e zaouzek diskibl, ez eas ac’hane da gelenn ha da brezeg en o c’hêrioù.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

1 Ha p’en doé reit Jesus é hourhemenneu d’en deuzec disciplèd, ean e yas guit ag er léh‐cé de zisquein en dud, ha de predêgue én ou hærieu.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 11:1
19 Referencias Cruzadas  

ha setu, emoun ganeoc’h bemdez bete fin ar bed. Amen!


Ha Jesus a iea dre an holl C’halile, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad kement klenved, ha kement infirmite a oa e‐touez ar bobl.


Hogen pa hen devoe Jesus peur‐lavaretar c’homzou‐man, ar bobl a oe souezet gant he gelennadurez;


Ha Jesus a iea tro‐var‐dro dre an holl geariou hag ar villajennou, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad an holl glenvejou hag an holl infirmiteou e‐touez ar bobl.


O veza eat kuit, e prezegjont d’an dud en em gonvertissa,


Mes int a zalc’he muioc’h‐mui varnezhan, en eur lavaret: Lakaad a ra ar bobl d’en em zevel, en eur brezeg dre ar Jude holl, adaleg ar Galile beteg aman.


Goude‐ze, Jesus a iea euz an eil kear hag euz an eil bourgaden d’eben, en eur brezeg hag en eur annons ar c’helou mad euz a rouantelez Doue; hag an daouzec a oa ganthan,


Mar mirit va gourc’hemenou, e choumot em c’harantez; evel ma em euz miret gourc’hemenou va Zad, hag e chouman en he garantez.


Va mignoned e viot, mar grit kement em euz gourc’hemenet deoc’h.


beteg an deiz ma oe savet en env, goude m’hen doe roet he c’hourc’hemenou, dre ar Spered‐Santel, d’he ebestel hen doa choazet;


penaos hen deuz Doue eoliet euz ar Spered‐Santel hag euz a c’halloud Jesus a Nazaret, pehini a iea euz an eil leac’h d’egile en eur ober vad hag en eur iac’haad ar re holl a oa mac’het gant an diaoul; rag Doue a oa ganthan.


Hag hen deuz gourc’hemenet deomp prezeg d’ar bobl, ha testenia penaos hen eo an hini a zo bet lakeat gant Doue da varner var ar re veo ha var ar re varo.


Rag gouzoud a rit pe seurt gourc’hemenou hon euz roet deoc’h en hano an Aotrou Jesus;


Rag ive pa oamp ganeoc’h, e lavaremp deoc’h freaz, penaos piou‐benag na fell ket dezhan labourat, na dle ket dibri ken neubeud.


Breudeur, recommandi a reomp deoc’h ive, en hano hon Aotrou Jesus‐Christ, pellaad diouz peb breur hag a vev en dizurz, ha nann hervez ar gelennadurez hen deuz recevet diganeomp.


da viret ar gourc’hemen, hep tarch e‐bed ha didamal, beteg donedigez hon Aotrou Jesus‐Christ;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos