La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Marc 8:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Truez am eus ouzh ar bobl-mañ, rak tri devezh a zo emaint em c’hichen ha n’o deus netra da zebriñ.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Truez em euz ouz ar bobl‐ze, rag tri devez zo dija emaint ganen, ha n’ho deuz tam da zibri.

Ver Capítulo



Sant Marc 8:2
23 Referencias Cruzadas  

Hag e sellas, ha setu e oa e-kichen e benn ur wastell poazet gant glaou hag ur picher dour. Debriñ a reas hag evañ hag e c'hourvezas adarre.


Evel m'en deus un tad truez ouzh e vibien, en deus an AOTROU truez ouzh ar re a zouj anezhañ,


Daoulagad an holl a esper ennout, hag e roez dezho o bevañs en o amzer.


An AOTROU a zo trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh.


C'hoazh en devo truez ouzhimp, dindan e dreid e lakaio hor pec'hedoù. Ya, teurel a ri o holl bec'hedoù e foñs ar mor.


Jezuz, o vezañ aet er-maez, a welas ul lod bras a dud, en doe truez outo hag a yac’haas o c’hlañvourien.


O kaout truez outo, Jezuz a stokas ouzh o daoulagad. Ha raktal o daoulagad a resevjont ar gweled hag ec’h heuilhjont anezhañ.


O welout an holl dud-se, en doe truez outo abalamour ma oant skuizh ha dianket, evel deñved hep mesaer.


Jezuz, o kaout truez outañ, a astennas e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet.


Met Jezuz n’en lezas ket hag a lavaras dezhañ: Kae da’z ti, etrezek da dud, ha lavar dezho an traoù bras en deus an Aotrou graet dit ha penaos en deus bet truez ouzhit.


Mont a rejont eta en ur vag, a-du en ul lec’h diamezeg.


Jezuz, o vezañ aet, a welas ul lod bras a dud hag en doe truez outo, abalamour ma oant evel deñved hep mesaer, hag en em lakaas da zeskiñ dezho meur a dra.


Ha mar kasan anezho war yun d’o ziez, o nerzh a vanko dezho en hent, rak darn anezho a zo deuet a-bell.


Alies en deus e daolet en tan hag en dour evit e lakaat da vervel. Met mar gellez un dra bennak, sikour ac’hanomp, az pez truez ouzhimp.


Sevel a reas hag ez eas da gavout e dad. Evel ma oa c’hoazh pell, e dad a welas anezhañ hag en doe truez outañ; o teredek, e lamas d’e c’houzoug hag e pokas dezhañ.


An Aotrou o vezañ he gwelet, en doe truez outi hag a lavaras dezhi: Na ouel ket!


Dre-se eo bet ret ma teuje e pep tra heñvel ouzh e vreudeur, evit ma vije ur beleg meur trugarezus ha feal en traoù a sell ouzh Doue, evit dasprenañ pec’hedoù ar bobl,


Rak n’hon eus ket ur beleg-meur na c’hellfe ket kaout truez d’hon dinerzhded, er c’hontrol temptet eo bet eveldomp en holl draoù, met hep pec’hiñ.


Gallout a ra kaout truez ouzh ar re a zo en diouiziegezh hag en errol, peogwir eo eñ ivez e-unan e-kreiz an dinerzhded.