Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 19:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Hag e sellas, ha setu e oa e-kichen e benn ur wastell poazet gant glaou hag ur picher dour. Debriñ a reas hag evañ hag e c'hourvezas adarre.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 19:6
13 Referencias Cruzadas  

Evañ a ri eus ar froud, hag em eus roet urzh d'ar brini da vagañ ac'hanout eno.


Ar brini a zegase bara ha kig dezhañ diouzh ar beure, ha bara ha kig dezhañ d'abardaez, hag ec'h eve eus ar froud.


Hag e c'hourvezas hag e kouskas dindan ur vanalenn, ha setu, un ael a stokas outañ en ur lavarout: Sav, debr.


Ael an AOTROU a addeuas un eil gwech, hag e stokas outañ en ur lavarout: Sav, debr, rak an hent a zo re hir evidout.


Fiz en AOTROU, gra ar mad, bez o chom war an douar, debr ar wirionez evel boued.


hennezh a vo o chom el lec'hioù uhel, kreñvlec’hioù ar reier a vo e repu, bara a vo roet dezhañ, doureier ne vankint ket dezhañ.


ur wreg a zeuas d’e gavout gant ul lestr alabastr leun a c’hwezh-vat eus ur priz bras, hag, e-pad ma oa ouzh taol, e skuilhas anezhi war e benn.


Neuze an diaoul en lezas. Ha setu, aeled a zeuas hag a servijas anezhañ.


Rak ar baganed eo ar re a glask an holl draoù-se. Ho Tad neñvel a oar hoc’h eus ezhomm eus an holl draoù-se.


Jezuz a lavaras dezho: Bugale, ha n’hoc’h eus netra da zebriñ? Int a respontas dezhañ: Nann.


Pa voent diskennet d’an douar, e weljont glaou-bev a oa eno, pesked warno ha bara.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos