Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 19:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Hag e c'hourvezas hag e kouskas dindan ur vanalenn, ha setu, un ael a stokas outañ en ur lavarout: Sav, debr.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 19:5
12 Referencias Cruzadas  

Met eñ a yeas er gouelec'h, un devezh hent, hag e teuas da azezañ dindan ur vanalenn, hag e c'houlennas ar marv o lavarout: A-walc'h eo, AOTROU! Kemer bremañ va ene, rak n'on ket gwelloc'h eget va zadoù.


Hag e sellas, ha setu e oa e-kichen e benn ur wastell poazet gant glaou hag ur picher dour. Debriñ a reas hag evañ hag e c'hourvezas adarre.


Doujit an AOTROU, c'hwi e sent, rak ne vanko netra d'ar re a zouj anezhañ!


An den glac'haret-se en deus kriet, an AOTROU en deus e selaouet hag e zieubet eus e holl enkrezioù.


Hag e lavaras: Setu, emaon o vont da reiñ da c'houzout dit ar pezh a c'hoarvezo en diwezh eus ar vrouez, rak ez eus un amzer merket evit an diwezh.


evel ma komzen c'hoazh eta em fedenn, e teuas an den-se, Gabriel, am boa gwelet en ur weledigezh diagent, hag e tostaas en un nijadenn buan da'm c'havout, da goulz donezon an abardaez.


Goude-se an ael a gomze ouzhin a zistroas davedon hag am dihunas, evel un den a zo dihunet eus e gousked,


Ha setu, un ael eus an Aotrou a zeuas hag ur sklêrijenn a lugernas er prizon. An ael a vountas Pêr dre e gostez hag a zihunas anezhañ, o lavarout: Sav buan! Ar chadennoù a gouezhas eus e zaouarn.


Ha n’int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?


Ra vo ho kundu hep pizhoni, bezit laouen gant ar pezh hoc’h eus rak eñ e-unan en deus lavaret: A-dra-sur ne lezin ket ac’hanout ha ne guitain ket ac’hanout.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos