Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 19:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Met eñ a yeas er gouelec'h, un devezh hent, hag e teuas da azezañ dindan ur vanalenn, hag e c'houlennas ar marv o lavarout: A-walc'h eo, AOTROU! Kemer bremañ va ene, rak n'on ket gwelloc'h eget va zadoù.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 19:4
19 Referencias Cruzadas  

Mont a reas war-lerc'h an den Doue, a gavas azezet dindan un dervenn, hag e lavaras dezhañ: Ha te eo an den Doue deuet eus Juda? Eñ a lavaras dezhañ: Me eo.


O welout kement-se, Elia a savas hag a yeas kuit evit saveteiñ e vuhez. Dont a reas da Veer-Sheba, a zo e Juda, hag e lezas eno e servijer.


Hag e c'hourvezas hag e kouskas dindan ur vanalenn, ha setu, un ael a stokas outañ en ur lavarout: Sav, debr.


Hag evel ma kendalc'hent war o hent en ur gerzhout hag en ur gomz, setu ur c'harr tan ha kezeg tan a zispartias an eil digant egile, hag Elia a bignas d'an neñvoù en ur gorventenn.


Ra vo sevenet va gouestl, ha Doue reiñ din ar pezh a c'hortozan.


Ra blijo gant Doue va distrujañ, ra lezo e zorn da vont da'm falc'hat!


Pa lavaran: Ne rin ket meneg anezhañ, ha: Ne gomzin ken en e anv, ez eus em c'halon evel un tan devus, dastumet em eskern; en em rediañ a ran d'e zerc'hel, met ne c'hellan ket.


Tremenit e Kalne ha gwelit; it alese da Hamad-ar-Vras ha diskennit da C'had ar Filistined. Hag ez int gwelloc'h eget ar rouantelezhioù-mañ, hag o douaroù brasoc'h eget ho touaroù?


Bremañ AOTROU, kemer va buhez, rak gwelloc'h eo din ar marv eget ar vuhez.


Pa savas an heol, Doue a lakaas un avel domm da c'hwezhañ eus ar sav-heol, hag an heol a skoas war benn Jonaz, en doare ma vagane. Hag e c'houlennas ar marv o lavarout: Gwelloc'h eo din ar marv eget ar vuhez.


Hag-eñ e talvezez-te muioc'h eget No-Amon a oa azezet e-kreiz ar stêrioù, kelc'hiet gant doureier, hag he doa ur mor evit diwaller, ur mor evit moger?


Mar rez evel-se em c'heñver, lazh ac'hanon me az ped, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ha ne welin ket va gwalleur.


Sellit ouzh laboused an neñv: ne hadont ha ne vedont ket, ne zastumont netra er solieroù, hag ho Tad neñvel a vag anezho. Ha ne dalvezit ket kalz muioc’h egeto?


Eno e oa puñs Jakob. Jezuz, o vezañ skuizh gant an hent, a azezas e-kichen ar puñs. War-dro ar c’hwec’hvet eur e oa.


Petra eta? Ha gwelloc’h ez omp-ni? Tamm ebet. Rak diskouezet hon eus penaos emañ an holl, Yuzevien ha Gresianed, dindan ar pec’hed,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos