Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 19:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 O welout kement-se, Elia a savas hag a yeas kuit evit saveteiñ e vuhez. Dont a reas da Veer-Sheba, a zo e Juda, hag e lezas eno e servijer.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 19:3
13 Referencias Cruzadas  

Abraham a savas beure-mat, a gemeras bara hag ur sac'h-dour hag o roas da Agar. O lakaat a reas war he skoaz, reiñ a reas dezhi ar bugel hag he c'hasas kuit. Hag ez eas hag e kerzhas e gouelec'h Beer-Sheba.


Setu perak e c'halvas al lec'h-se Beer-Sheba, rak touiñ a rejont o-daou.


Juda hag Israel a oa o chom e surentez, pep hini dindan e winienn ha dindan e fiezenn, adalek Dan betek Beer-Sheba, e-pad holl buhez Salomon.


Faraon, o vezañ klevet an dra-se, a glaskas lazhañ Moizez. Met Moizez a dec'has kuit a-zirak Faraon hag a chomas e bro Vadian, e-lec'h ma azezas e-kichen ur puñs.


Pa lavaran: Ne rin ket meneg anezhañ, ha: Ne gomzin ken en e anv, ez eus em c'halon evel un tan devus, dastumet em eskern; en em rediañ a ran d'e zerc'hel, met ne c'hellan ket.


Met kement-se a zo c’hoarvezet evit ma vo peurc’hraet ar pezh a zo bet skrivet gant ar brofeded. Neuze e holl ziskibien a zilezas anezhañ hag a dec’has kuit.


Ha gant aon n’en em c’hwezhfen re abalamour da vrasted dispar an diskuliadurioù-se, eo bet lakaet din em c’hig ur broud, un ael eus Satan, evit va c’hrabanata, evit n’en em uhelafen ket.


David a lavaras en e galon: Lazhet e vin un deiz bennak dre zorn Saül. N'eus netra gwelloc'h evidon eget mont da vro ar Filistined, evit ma tremeno Saül hep klask ac'hanon e douaroù Israel, hag evel-se e tec'hin eus e zorn.


E gentañ-ganet a oa anvet Joel, hag an eil Abija, hag e varnent e Beer-Sheba.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos