Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 8:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Truez em euz ouz ar bobl‐ze, rag tri devez zo dija emaint ganen, ha n’ho deuz tam da zibri.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Truez am eus ouzh ar bobl-mañ, rak tri devezh a zo emaint em c’hichen ha n’o deus netra da zebriñ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 8:2
23 Referencias Cruzadas  

Ha pa deuaz Jesus ac’hane e velaz eur foul braz a dud; hag hen doe truez outhe, hag e iac’heaz ho c’hlanvourien.


Ha Jesus, o kaout truez outhe, a douchaz ouz ho daou‐lagad, ha kerkent e veljont sclear, hag ec’h heuljont anezhan.


Hag o velet an holl bobl‐ze, hen doe truez outhe, abalamour ma oant skuiz ha dianket, evel denved hep pastor.


Ha Jesus, o kaout truez outhan, a astennaz he zorn, a douchaz outhan, hag a lavaraz dezhan: Ia, fellout a ra d’in, bez eta net.


Mes Jesus na bermetaz ket dezhan, hag a lavaraz dezhan: Kea d’az ti da gavoud da dud, ha lavar dezhe an traou burzudus hen deuz great an Aotrou d’id, ha penaos hen deuz bet truez ouzid.


Hag ez ejont ac’hane en eur vag, a‐gostez en eul leac’h dizarempred.


Neuze Jesus, o veza deuet er meaz, a velaz kalz a bobl; hag hen doe truez outhe, dre ma oant evel denved ha n’ho deuz pastor e‐bed; hag en em lekeaz da ziski kalz a draou dezhe.


Ha mar kassan anezhe d’ho zi, var iun, e semplint en hent; rag lod anezhe a zo deuet euz a bell.


Hag alies hen deuz ar spered‐se taolet anezhan en tan hag en dour, evit hen lakaad da berissa mes mar gellez eun dra‐benag, sicour ac’hanomp ha kemer truez ouzomp.


En em lakaad a reaz eta en hent hag e teuaz etrezeg he dad. Hogen, pa oa c’hoas pell, he dad a velaz anezhan, hag hen doe truez outhan, hag o tiredec d’he gavout, e lammaz ganthan hag e pokaz dezhan.


Hag an Aotrou, pa velaz anezhi, hen doe truez outhi, hag e lavaraz dezhi: Na wel ket.


Dre‐ze eo bet red dezhan dond da veza henvel en pep tra ouz he vreudeur; evit ma vije eur beleg‐braz, leun a drugarez, ha fidel en traou a zell ouz Doue, da baea evit pec’hejou ar bobl.


Rag n’hon euz ket eur Beleg‐braz ha na hell ket kaout truez euz hon infirmiteou, er c’hontrol, amprouvet eo bet e pep tra, evel‐domp‐ni, mes hep pec’hed.


Gallout a ra kaout truez ouz ar re a zo en ignorans hag en errol, pa’z eo gwir ema he‐unan e‐kreiz ar zempladurez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos