Gwelet en deus ivez na oa den ebet, souezhet eo bet na oa den da erbediñ. Neuze e vrec'h en deus degaset ar silvidigezh, hag e reizhder en deus roet harp.
Sant Marc 6:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Souezhet e voe eus o diskredoni. Hag ez eas dre ar bourc’hioù tro-war-dro, en ur gelenn. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e oa souezet o velet ne gredent ket; hag ez eaz dre ar villajennou tro‐var‐dro, en eur gelen. |
Gwelet en deus ivez na oa den ebet, souezhet eo bet na oa den da erbediñ. Neuze e vrec'h en deus degaset ar silvidigezh, hag e reizhder en deus roet harp.
Hag ez eus ur vroad hag he defe kemmet he doueoù? Ha koulskoude n'int ket doueoù. Va fobl he deus eskemmet he gloar evit ar pezh a zo didalvez.
Jezuz a valeas dre holl C’halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac’haat kement kleñved ha kement mac’hagn a oa e-touez ar bobl.
Jezuz, pa glevas kement-se, a voe souezhet hag a lavaras d’ar re en heulie: Me a lavar deoc’h e gwirionez, ne’m eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
Jezuz a yae tro-war-dro er c’hêrioù hag er bourc’hioù, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh hag o yac’haat pep kleñved ha pep mac’hagn e-touez ar bobl.
O vont ac’hano, e teuas e kostezioù Judea en tu all d’ar Jordan. Ar bobl en em zastumas adarre war e dro hag, evel ma oa e c’hiz, en em lakaas d’o c’helenn a-nevez.
Mont a rae dre ar c’hêrioù ha dre ar bourc’hioù, o kelenn hag o terc’hel da vont etrezek Jeruzalem.
Hag e tiskennas da Gafarnaoum, kêr eus Galilea, hag e kelenne anezho d’an deizioù sabad.
An den a respontas: Un dra souezhus eo na ouezfec’h ket a-belec’h eo, hag en deus digoret va daoulagad din.
penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.