Jezuz, pa glevas kement-se, a voe souezhet hag a lavaras d’ar re en heulie: Me a lavar deoc’h e gwirionez, ne’m eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
Sant Marc 6:51 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pignat a reas ganto er vag hag an avel a baouezas. Souezhet meurbet e voent enno o-unan ha leuniet a estlamm, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e pignaz en ho zouez er vag, hag an avel a davaz; hag e oant souezet meurbed hag en eun estlam euz ar vrassa. |
Jezuz, pa glevas kement-se, a voe souezhet hag a lavaras d’ar re en heulie: Me a lavar deoc’h e gwirionez, ne’m eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
Souezhet bras e voent holl, en hevelep doare ma en em c’houlennent etrezo: Petra eo kement-mañ? Petra eo ar gelennadurezh nevez-mañ? Rak gant galloud e c’hourc’hemenn d’ar speredoù hudur zoken, hag e sentont outañ.
Kerkent e savas hag, o vezañ kemeret e wele, ez eas er-maez dirak an holl, en hevelep doare ma oant holl souezhet ha ma roent gloar da Zoue, o lavarout: Biskoazh n’hon eus gwelet kemend-all.
O vezañ dihunet, e c’hourdrouzas d’an avelioù hag e lavaras d’ar mor: Tav! Bez sioul! An avel a davas hag e voe ur sioulder bras.
Hag o doe un aon bras hag e lavarjont an eil d’egile: Piv eta eo hemañ, ma sent zoken an avel hag ar mor outañ?
Kerkent ar plac’h yaouank a savas hag en em lakaas da gerzhout, rak oadet e oa a zaouzek vloaz. Hag e voent souezhet meurbet.
Souezhet meurbet, e lavarjont: Kement a ra a zo burzhudus, lakaat a ra zoken ar re vouzar da glevout hag ar re vut da gomz.
Fellout a rae dezho eta e zegemer er vag, ha kerkent ar vag en em gavas el lec’h ma’z aent.