Zadok a oa ivez eno, ha gantañ an holl Levited a zouge arc'h emglev Doue. Hag e lakajont eno arc'h Doue. Abiatar a bignas e-pad ma echue an holl bobl da vont er-maez eus kêr.
Sant Marc 2:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned penaos ez eas e ti Doue, en amzer Abiazar ar beleg-meur, hag e tebras baraoù a ginnig, petra bennak na c’helle o debriñ nemet ar veleien hepken, hag e roas lod ivez d’ar re a oa gantañ? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Penaos ez eaz en ti Doue, en amzer Abiathar, ar beleg‐braz, hag e tebraz ar baraou consacret da Zoue, pere ne oa ket permetet ho dibri nemed d’ar veleien hep‐ken, ha penaos e roaz ive lod d’ar re a oa assambles ganthan? |
Zadok a oa ivez eno, ha gantañ an holl Levited a zouge arc'h emglev Doue. Hag e lakajont eno arc'h Doue. Abiatar a bignas e-pad ma echue an holl bobl da vont er-maez eus kêr.
Ha ne vo ket eno ganit an aberzhourien Zadok hag Abiatar? Kement a anavezi eus ti ar roue a lavari d'an aberzhourien Zadok hag Abiatar.
Hag en em guzulias gant Joab mab Zeruja ha gant an aberzhour Abiatar; ar re-mañ a sikouras hag a heulias Adonija.
Met ar roue Salomon a respontas, o lavarout d'e vamm: Ha perak e c'houlennez Abishag ar Sunamitez evit Adonija? Goulenn eta ar rouantelezh evitañ, rak va breur henañ eo, evitañ, hag evit an aberzhour Abiatar, hag evit Joab mab Zeruja!
Shemaja mab Natanael, ar skrib, eus meuriad Levi, a verkas anezho dirak ar roue hag ar briñsed, dirak Zadok an aberzhour, Akimelek mab Abiatar, ha dirak pennoù-tadoù an aberzhourien hag al Levited. Un ti tadel a voe tennet d'ar sord evit Eleazar, hag unan all a voe tennet evit Itamar.
penaos ez eas e ti Doue hag e tebras baraoù a ginnig, petra bennak na oa aotreet o debriñ, nag e-unan, nag ar re a oa gantañ, nemet ar veleien hepken?
Eñ a lavaras dezho: Ha n’hoc’h eus ket biskoazh lennet ar pezh a reas David p’en doa ezhomm ha p’en doa naon, eñ hag ar re a oa gantañ,
Dont a reas David da Nob, da gavout an aberzhour Akimelek. Spouronet e voe Akimelek, hag e redas en arbenn da Zavid hag e lavaras dezhañ: Perak ez out da-unan, ha n'eus den ganit?
Pa oa tec'het Abiatar mab Akimelek da gavout David e Keila, e teuas gant an efod etre e zaouarn.
Met David a ouezas ec'h ijine Saül en e enep evit e goll, hag e lavaras d'an aberzhour Abiatar: Degas an efod.