Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 8:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Zadok mab Akitub hag Akimelek mab Abiatar a oa aberzhourien, Seraja a oa skrib,

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 8:17
21 Referencias Cruzadas  

Zadok a oa ivez eno, ha gantañ an holl Levited a zouge arc'h emglev Doue. Hag e lakajont eno arc'h Doue. Abiatar a bignas e-pad ma echue an holl bobl da vont er-maez eus kêr.


Neuze Hushai a lavaras d'an aberzhourien Zadok hag Abiatar: Akitofel en deus roet ar c'huzul-mañ-kuzul da Absalom ha da henaourien Israel, me am eus roet ar c'huzul-mañ-kuzul.


C'hwi eo va breudeur, va eskern ha va c'hig; perak e vefec'h ar re ziwezhañ o tegas en-dro ar roue?


Met n'en deus pedet nag ac'hanon-me da servijer, nag an aberzhour Zadok, na Benaja mab Jehojada, na Salomon da servijer.


Pa welent e oa kalz a arc'hant er c'hef, skrib ar roue a bigne gant an aberzhour-meur, hag e tastument hag e niverent an arc'hant en em gave e ti an AOTROU.


Hag e c'halvjont ar roue. Eliakim mab Hilkija, merour ar palez, a yeas d'o c'havout, gant Shebna ar skrib ha Joak mab Azaf an diellour.


ha Zadok, den yaouank kreñv ha kalonek, ha daou benn-brezel warn-ugent eus ti e dad;


mibien Benjamin, breudeur Saül: tri mil, rak betek neuze an darn vuiañ anezho a oa manet stag ouzh ti Saül;


David a c'halvas Zadok hag Abiatar an aberzhourien, hag al Levited Uriel, Asaja, Joel, Shemaja, Eliel hag Aminadab,


ha Zadok an aberzhour gant e vreudeur aberzhourien, dirak tabernakl an AOTROU , war an uhellec'h a oa e Gabaon,


evit kinnig dalc'hmat loskaberzhoù d'an AOTROU war aoter al loskaberzhoù, da vintin ha d'abardaez, hag evit ober hervez kement a zo skrivet e lezenn an AOTROU , a zo bet urzhiet gantañ da Israel;


Zadok mab Akitub hag Abimelek mab Abiatar a oa aberzhourien, Shavsha a oa skrib,


Eleazar a voe tad da Fineaz. Fineaz a voe tad da Abishua.


Zadok e vab, Akimaaz e vab.


Akitub a voe tad da Zadok. Zadok a voe tad da Akimaaz.


Azaria mab Hilkija mab Meshullam mab Zadok mab Merajod mab Akitub gouarnour ti Doue;


mab Shallum, mab Zadok, mab Akitub,


Baruk a lennas el levr komzoù Jeremiaz e ti an AOTROU, e kambr Gemaria mab Shafan ar skrib, el leurenn uhelañ, ouzh toull dor Nevez ti an AOTROU, ouzh divskouarn an holl bobl.


Met an aberzhourien Levited, mibien Zadok, o deus miret servij va santual, pa o deus diheñchet diouzhin mibien Israel, int a dostaio ouzhin evit va servijañ hag en em zalc'ho dirazon evit kinnig din lard ha gwad, eme an Aotrou AOTROU.


penaos ez eas e ti Doue, en amzer Abiazar ar beleg-meur, hag e tebras baraoù a ginnig, petra bennak na c’helle o debriñ nemet ar veleien hepken, hag e roas lod ivez d’ar re a oa gantañ?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos