Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 8:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz, mibien David a oa e gentañ ofiserien.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 8:18
18 Referencias Cruzadas  

E holl servijerien a gerzhe en e gichen, hag an holl Geretiz, an holl Beletiz hag an holl C'hettiz, c'hwec'h kant den deuet eus Gad war e lerc'h, a gerzhe dirak ar roue.


Joab a oa penn holl arme Israel, Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz,


hag Ira eus Jair a oa aberzhour David.


Evel-se tud Joab a yeas war e lerc'h, gant ar Geretiz hag ar Beletiz, hag an holl dud kadarn. Mont a rejont eus Jeruzalem evit redek war-lerc'h Sheba mab Bikri.


Neuze an aberzhour Zadok a ziskennas gant ar profed Natan, Benaja mab Jehojada, ar Geretiz hag ar Beletiz, hag e rejont da Salomon pignat war vulez ar roue David, hag e kasjont anezhañ da C'hihon.


Ar roue en deus kaset evit mont gantañ an aberzhour Zadok, ar profed Natan, Benaja mab Jehojada, ar Geretiz hag ar Beletiz, o deus graet dezhañ pignat war vulez ar roue.


Met an aberzhour Zadok, Benaja mab Jehojada, ar profed Natan, Shimei, Rei ha tud kalonek David, ne voent ket gant Adonija.


Ar roue Salomon a roas urzh da Venaja mab Jehojada, a skoas warnañ, hag e varvas.


Benaja mab Jehojada a oa penn an arme; Zadok hag Abiatar a oa aberzhourien;


Azaria mab Natan a oa penn ar verourien; Zabud mab Natan a oa ar c'hentañ ofiser ha mignon ar roue;


D'ar seizhvet bloaz, Jehojada a gasas da gerc'hat ar pennoù a gantoù, an ofiserien hag ar rederien, hag o lakaas da zont d'e gavout e ti an AOTROU. Hag e reas emglev ganto, hag e reas dezho touiñ le e ti an AOTROU, hag e tiskouezas dezho mab ar roue.


Benaja mab Jehojada, mab un den kadarn eus Kabzeel, en doa graet oberoù bras. Lazhañ a reas daou zen eus ar re c'halloudusañ eus Moab. Diskenn a reas ivez hag e skoas war ul leon e-kreiz ur poull, un devezh erc'h.


Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz, mibien David a oa ar re gentañ e-kichen ar roue.


evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Astenn a ran va dorn war ar Filistined, lakaat a ran ar Geretiz d'ar marv, distrujañ a ran an nemorant a zo war vord ar mor.


Gwalleur d'an dud a zo o chom e-kichen ar mor, da vroad ar Geretiz! Komz an AOTROU a zo a-enep deoc'h, Kanaan, douar ar Filistined! Da zistrujañ a rin betek na'z po den ken.


Argadet hon eus e kreisteiz ar Geretiz, war zouaroù Juda hag e kreisteiz Kaleb, ha devet hon eus Ziklag dre an tan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos