Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 12:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 penaos ez eas e ti Doue hag e tebras baraoù a ginnig, petra bennak na oa aotreet o debriñ, nag e-unan, nag ar re a oa gantañ, nemet ar veleien hepken?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 penaos ec’h antreaz en ti Doue, hag e tebraz ar baraou consacret da Zoue, pere ne oa permetet ho dibri, na dezhan, na d’ar re a oa ganthan, nemed d’ar veleien hepken?

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

4 Penaus ean e yas en Ty‐Doué, hag e taibras en torheu bara hloëstret, péré ne oé deliet ou daibrein na dehou, na d’er ré e oé guet hou, nameid d’er vêlean guin?

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 12:4
11 Referencias Cruzadas  

Hag e lakai war an daol ar baraoù a ginnig a vo dalc'hmat dirazon.


Moizez a lavaras da Aaron ha d’e vibien: Lakait da boazhañ ar c’hig ouzh digor teltenn an engalv hag e tebrot anezhañ eno gant ar bara a zo e paner ar gouestladur, evel ma em eus henn gourc’hemennet en ur lavarout: Aaron hag e vibien en debro.


Eñ a lavaras dezho: Ha n’hoc’h eus ket lennet ar pezh a reas David p’en doa naon, eñ hag ar re a oa gantañ,


Pe n’hoc’h eus ket lennet el lezenn penaos d’an deizioù sabad, ar veleien a dorr ar sabad en templ hag ez int divlam?


penaos ez eas e ti Doue, en amzer Abiazar ar beleg-meur, hag e tebras baraoù a ginnig, petra bennak na c’helle o debriñ nemet ar veleien hepken, hag e roas lod ivez d’ar re a oa gantañ?


Penaos ez eas e ti Doue, e kemeras hag e tebras ar baraoù a ginnig, hag o roas ivez d’ar re a oa gantañ, petra bennak na oa ket aotreet debriñ anezho, nemet d’ar veleien hepken?


Un tabernakl kentañ a zo bet savet, ma oa ennañ ar c’hantolor, an daol hag ar baraoù a ginnig; galvet e oa al lec’h santel.


An aberzhour a respontas da Zavid o lavarout: Ne'm eus ket bara boutin dindan va dorn, bez' em eus bara santel; met da dud, daoust hag en em viret o deus da vihanañ diouzh merc'hed?


An aberzhour a roas dezhañ eta bara santel, dre ma ne oa ken eno bara all, nemet ar baraoù a ginnig a oa bet dilamet a-zirak an AOTROU , evit lakaat eno baraoù tomm en deiz ma oant dilamet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos