David a bigne dre grec'hienn an Olived, hag en ur bignat e ouele; e benn a oa goloet, hag e kerzhe diarc'hen. An holl bobl a oa gantañ a bigne, goloet ganto o fenn, hag en ur bignat e ouelent.
Ar roue David a gasas da lavarout d'an aberzhourien Zadok hag Abiatar: Komzit ouzh henaourien Juda ha lavarit dezho: Perak e vefec'h ar re ziwezhañ o tegas en-dro ar roue d'e di? Rak ar c'homzoù a lavare holl Israel a oa deuet betek ar roue en e di.
penaos ez eas e ti Doue, en amzer Abiazar ar beleg-meur, hag e tebras baraoù a ginnig, petra bennak na c’helle o debriñ nemet ar veleien hepken, hag e roas lod ivez d’ar re a oa gantañ?