Ha n'oc'h teneraet, c'hwi holl hag a dremen dre an hent? Sellit ha gwelit hag-eñ ez eus ur glac'har heñvel ouzh ar glac'har a sko warnon. An AOTROU en deus va enkrezet en deiz e gounnar entanet.
Sant Marc 13:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned rak bez’ e vo en deizioù-se an hevelep glac’har ken adalek penn-kentañ ar bed en deus Doue krouet betek vremañ n’eus ket bet, ha ne vo biken. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag beza e vezo en deiziou‐ze eun affliction ker braz, ken n’euz bet biskoas hini henvel outhi, abaoe ma’z eo crouet ar bed gant Doue beteg hirio, ha ne vezo biken. |
Ha n'oc'h teneraet, c'hwi holl hag a dremen dre an hent? Sellit ha gwelit hag-eñ ez eus ur glac'har heñvel ouzh ar glac'har a sko warnon. An AOTROU en deus va enkrezet en deiz e gounnar entanet.
Petore testeni a ginnigin dit? Gant petra ez keñveriin, merc'h Jeruzalem? Ouzh petra ez hañvalin evit da frealziñ, gwerc'hez merc'h Sion? Rak da c'houli a zo bras evel ar mor, ha piv az pareo?
Direizhder merc'h va fobl a zo brasoc'h eget pec'hed Sodom, a voe diskaret en un taol, hep na vije dorn deuet warni.
En amzer-se e savo Mikael ar penn bras, a zalc'h start evit mibien da bobl. Hag e vo un amzer a c'hlac'har, evel n'eus ket bet abaoe ma ez eus broadoù betek ar mare-se. En amzer-se, e tec'ho piv bennak eus da bobl a vo kavet skrivet el levr.
Sevenet en deus ar c'homzoù en doa lavaret a-enep deomp hag a-enep hor barnerien o deus hor barnet, lakaet en deus da zont warnomp ur boan vras, rak dindan an neñvoù ne oa ket c'hoarvezet evel m'eo c'hoarvezet e Jeruzalem.
Goude an div sizhun ha tri-ugent, ar Mesiaz a vo lamet, met ne vo ket evitañ e-unan. Distrujet e vo kêr hag ar santual gant pobl ur mestr a zeuio, hag he diwezh a c'hoarvezo gant ul liñvadenn; ar glac'haroù a zo merket betek dibenn ar brezel.
devezh a deñvalijenn hag hep gouloù, devezh a goumoul hag a goabr. Evel m'en em astenn ar gouloù-deiz war ar menezioù, setu ur bobl vras ha galloudus, evel n'eus ket bet en holl amzerioù, hag evel na vo ken war he lerc'h a oad da oad.
rak bez’ e vo neuze ur glac’har ken bras evel n’eus ket bet adalek penn-kentañ ar bed betek vremañ, ha ne vo biken.
Ha ma n’en dije ket an Aotrou berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet. Met abalamour d’ar re zibabet dilennet gantañ, en deus o berraet.
an AOTROU a lakaio da zont goulioù estonus warnout ha goulioù war da lignez, goulioù bras ha kendalc'hus, kleñvedoù fall ha padus.
Goulenn digant an deizioù tremenet a zo bet a-raok dit, adalek an deiz ma krouas Doue an den war an douar, hag adalek penn an neñvoù betek dibenn an neñvoù, hag-eñ ez eus bet un dra ken bras, hag-eñ ez eus bet klevet un dra heñvel?
Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez’ int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc’het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan.