Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 9:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Goude an div sizhun ha tri-ugent, ar Mesiaz a vo lamet, met ne vo ket evitañ e-unan. Distrujet e vo kêr hag ar santual gant pobl ur mestr a zeuio, hag he diwezh a c'hoarvezo gant ul liñvadenn; ar glac'haroù a zo merket betek dibenn ar brezel.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 9:26
39 Referencias Cruzadas  

Hag e respontjont d'ar roue: Diwar-benn an den-se en deus hon distrujet, hag en deus ijinet hon distrujañ ken na chomje hini ac'hanomp e korn-bro ebet eus Israel,


Bez' on evel an dour a red, va holl eskern a zo diframmet, va c'halon a zo evel koar, o teuziñ e-kreiz ac'hanon.


Setu, unan nerzhus ha kreñv 'zo gant an AOTROU, unan heñvel ouzh un arnev grizilh, heñvel ouzh un tarzh-avel distrujus, heñvel ouzh ur barrad-amzer gant doureier bras o liñvañ; teurel a ra kement-se d'an douar gant e zorn.


Ha bremañ, na rit ket goap, gant aon na vefe adstardet hoc'h ereoù, rak klevet em eus penaos eo merket an distruj gant an Aotrou, AOTROU an armeoù, a-enep an holl vro.


Tennet eo bet eus ar wask hag eus ar varnedigezh, met piv a lavaro d'e rummad? Rak lamet eo bet kuit a-ziwar douar ar re vev, skoet eo bet evit drougoberoù va fobl.


en abeg da-se, setu, emañ an AOTROU o vont da lakaat da zont warno doureier bras ha kreñv ar stêr, roue Asiria hag e holl c'hloar. Sevel a raio dre holl dreist he naoz, hag en em ledo dreist he holl ribloù.


Piv eo an hini a sav evel an Nil, a zo hejet he doureier evel stêrioù?


Ar mor a zo pignet a-enep Babilon, goloet eo gant maread e goummoù.


Met e vibien a savo hag a zastumo ur maread bras a soudarded. Unan a yelo a-raok hag en em stlabezo evel ur froud o tremen hag o tont adarre, hag e tougo ar brezel betek e greñvlec’h.


Hag e tinodo en e benn dont gant nerzh e holl rouantelezh hag ober peoc'h gant roue ar c'hreisteiz. Hag e roio dezhañ e verc'h evit e goll. Met kement-se ne droio ket war an tu a-vat, ha ne vo ket dezhañ.


Nerzhoù al liñvadenn a vo beuzet a-zirazañ, hag e vint bruzunet, kenkoulz ha penn un emglev.


Ar roue a raio ar pezh a fello dezhañ hag a lorc'henno hag en em uhelaio dreist pep doue. Hag e lavaro traoù souezhus a-enep Doue an doueoù, hag e raio berzh betek ma vo ar vrouez kaset da benn, rak ar pezh a zo divizet a c'hoarvezo.


Startaat a raio un emglev gant meur a hini e-pad ur sizhunvezh, ha da hanter ar sizhun e raio paouez an aberzh hag an donezon, ha war askell an euzhusted e teuio ar glac'harer, betek ma teuio an diskar a zo bet divizet da gouezhañ war ar glac'haret.


An AOTROU a lavaras: Galv e anv Lo-Ammi, rak n'oc'h ket va fobl ha n'on ket deoc'h.


An douar, ha ne greno ket en abeg da-se? E holl annezidi, ha ne vint ket e kañv? An holl vro a zevero evel ur stêr a zic'hlann hag a goazh, evel stêr an Ejipt.


An Aotrou AOTROU an armeoù a stok ouzh an douar, hag e teuz, hag e holl annezidi a zo e kañv. Evel ur stêr e tic'hlann en e bezh hag e koazh, evel stêr an Ejipt.


Met dre ul liñvadenn e raio un distruj klok eus lec'h ar gêr-mañ, hag an deñvalijenn a redo war-lerc'h e enebourien.


Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur roue hag a reas ur goan-eured evit e vab.


Pa glevas ar roue kement-se, e savas droug ennañ hag, o vezañ kaset e soudarded, e lakaas da vervel al lazherien-se hag e tevas o c’hêr.


Setu, ho ti a vo lezet deoc’h didud,


Met Jezuz a lavaras dezho: Ha ne welit ket an holl draoù-se? Me en lavar deoc’h e gwirionez, ne chomo ket anezho amañ maen war vaen na vo diskaret.


Jezuz a respontas dezhañ: Ha gwelout a rez an holl diez bras-se? Ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret.


Pa glevot komz eus brezelioù ha brud eus brezelioù, na spontit ket rak ret eo e teufe an traoù-se. Met kement-se ne vo ket c’hoazh ar fin.


Respont a reas dezho: Gwir eo penaos Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra, ha penaos Mab an den, hervez ma’z eo skrivet diwar e benn, a dle gouzañv kalz a draoù ha bezañ disprizet?


Kouezhañ a raint dindan troc’h ar c’hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac’het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù.


Gwelout a rit an traoù-se, deizioù a zeuio ma ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret.


Ha ne oa ket ret d’ar C’hrist gouzañv an traoù-se ha mont en e c’hloar?


hag e lavaras dezho: Evel-se eo skrivet, hag evel-se e oa ret d’ar C’hrist gouzañv ha sevel a-douez ar re varv d’an trede deiz.


Ne gomzin ken kalz ganeoc’h, rak priñs ar bed-mañ a zeu. Ha n’en deus netra ennon.


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,


Da gement-se eo ez oc’h bet galvet, peogwir Krist ivez en deus gouzañvet poanioù evidoc’h, o lezel deoc’h ur skouer evit ma kerzhot war e lerc’h,


eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.


Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos