Embann a rin an dekred: An AOTROU en deus lavaret din: Te eo va Mab, hiziv em eus da c'hanet.
Sant Marc 1:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Penn-kentañ Aviel Jezuz-Krist, Mab Doue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Commansamant Aviel Jesus‐Christ, Mab Doue. |
Embann a rin an dekred: An AOTROU en deus lavaret din: Te eo va Mab, hiziv em eus da c'hanet.
Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!
Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.
An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, gourc’hemenn d’ar mein-se dont da vezañ bara.
An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout ha galloud an Uhel-Meurbet a c’holoio ac’hanout gant e skeud. Dre-se ar bugel santel a vo ganet ac’hanout a vo galvet Mab Doue.
Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.
met an traoù-mañ a zo skrivet evit ma kredot penaos Jezuz a zo ar C’hrist, Mab Doue, hag o krediñ ma ho po ar vuhez en e anv.
Rak kement en deus Doue karet ar bed m’en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m’en devo ar vuhez peurbadus.
adalek badeziant Yann betek an deiz ma’z eo bet savet diganeomp, e vefe unan a zeufe da vezañ test ganeomp eus e adsavidigezh a varv.
Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig,
Eñ ha n’en deus ket espernet e Vab e-unan, met en deus e roet evidomp holl, penaos ne roio ket pep tra deomp gantañ?